KAFEDIOÙ ISTOR, LENNEGEZH HA YEZH 2017-2018
Goude bezañ studiet hon istor war hir dermen dre brantadoù bras, abaoe Indezeuropiz, ez adstagomp hevlene gant ar C’hafedioù Istor, Lennegezh, Yezh... en-dro er wech-mañ d'hon Istor war amzer verroc’h, abaoe ma tiazezas ar Vrezhoned e Gwalarn Galia.
Setu steuñv kentañ ar bloavezh o tont neuze :
-"Krouidigezh Breizh gant ar Vrezhoned war an Douar-Bras (4re-8vet kantved)" : 11 Du
-"Tonkad troiellek Breizh dirak amezeion liesseurt (9vet-12vet kantved)" : 25 Du
-"Dugelezh Breizh dirak a-dal da Gapetiz (13vet-15vet kantved) : 9 Kerzu
-"Proviñs Breizh e rouantelezh Frañs (16vet kantved-1789)" : 23 Kerzu
-"Breizh dirak an Dispac’h gall" : 13 Genver
-"Breizh hengounel en he barr (1800-bloavezhioù 1880)" : 27 Genver
-"Mare ar gall(ek)adur (bloavezhioù 1880-1914)" : 10 C'hwevrer
-"Breizh, eus ur brezel-bed d’egile (1914-1945)" : 24 C'hwevrer
-"En-dro da emgann Kergidu" : 24 Meurzh
-"En-dro da Roparz Hemon, 40 vloaz goude e varv" : 7 Ebrel
-"Kafedi sonerezh : petore dibab etre sonerezh hengounel « plouk » ha doareoù sonerezh a-vremañ « evit prouiñ n’omp ket plouked »" : 21 Ebrel
-"Kafedi Istor ha Douaroniezh : Breizh abaoe 1945" : 29 Ebrel
-"Kafedi Douaroniezh : Europa" : 13 Mae
D’ar Sadorn da 14e30 e krogo pep Kafedi Istor en davarn Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER, war-bouez an abadenn diwar-benn emgann Kergidu a vo dalc’het e Kastell-Paol hag e Kergidu (Plougouloum/Trelaouenan). Kemmet e vo moarvat deiziadoù an abadennoù hervez abadennoù all a vo kinniget ouzhpenn (lennegezh, yezhoniezh, natur, armerzh…).