Dalc’het e vo ar bloaz-mañ ar staj brezhoneg gant Ar Falz e skolaj Diwan Plejidi (bro-Dreger) eus ar 17 betek an 21 a viz Eost
Aozet e vez gant ar gevredigezh Ar Falz – hag a zo anezhi abaoe 1933, bet krouet ganti an Embannadurioù Skol Vreizh er bloavezioù 1970 – ur staj yezh ha sevenadur ar vro e brezhoneg, bep bloaz e-kerzh trede sizhun miz Eost. En ul lec'h disheñvel ma vez posubl hag e "Breizh a-bezh". Pleustret e vez war meur a zanvez, e brezhoneg bepred, met c’hoarzhet e vez ivez, ha roet da peb hini e walc’h a blijadur !
Petra eo staj Ar Falz ?
Ar c'hentelioù :
1 – Deraouerion ;
2 – Peuzderaouerion ;
3 – Pleustriñ war ar yezh ;
4 – Evit mont pelloc'h ;
Ar stalieroù :
1 – Anwioù lec'h ;
2 – C'Hoarioù Breizh ;
3 – Distagañ ar brezhoneg ;
4 – Sketchoù e brezhoneg ;
5 – Urzhiataerezh ;
6 – Kan ha dañs ;
Priz ha titouroù all
Kentelioù, bod ha boued : en oll 150,00 € ;
Hep pred koan : 150 €
Kamproù 'zo er greizenn ; n'ankouait ket digas ur sac'h-kousket hag ul liñser-golo da lakaat war ar gwele.
Tu a vo da arruoud d'ar sul d'enderw-noz (ne vo ket alejet koan) ha moned kuit d'ar sadorn da vitin (goude lein) heb muioc'h a zispign.
Muioc'h a ditouroù diwarbenn ar staj digant :
Jean-Claude Le Ruyet : kly.leruyet [at] orange.fr
Evit hoc'h enskrivañ :
Darempred ar sekretourva Ar Falz / Skol Vreizh e Montroulez : skol.vreizh [at] wanadoo.fr
Tél. : 02 98 62 17 20