Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Daou dre gant, filmet gant al liseidi
Piv a vo trec'h etre Chase Vaeleg, Eus ur steredenn d'eben, ha Daou dre gant evit Priz ar Yaouankiz trede/lise 2013 ?
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 27/02/13 14:29

Piv a vo trec'h etre Chase Vaeleg, Eus ur steredenn d'eben, ha Daou dre gant evit Priz ar Yaouankiz trede/lise 2013 ?

Chase Vaeleg eo ur romant heroic faltazi. Maread ar Grenn Amzer, ur minor gwarezet gant ur marc'heger galloudus hag iskis, ha galloudoù hud ha skrijus o nijal tro dro dezho. Gant "Eus ur steredenn d'eben" emaomp e bed ar skiant faltazi, barrek eo an dud evit beajin etre ar stered... betek ur sertain poent. Daou vugel a zo aet kuit dreist d'ar bevennoù gant ul lestr nij, daoust d'ar gerent o klemm ingal.

Gant "daou dre gant" emaomp e bed a-hiziv. Gant un den kozh, ur woaturet gantan, souezhet da gaout ur bed didud tro dro dezhan. Mut. Ha dont a ra Kelig da zisplegan dezhan : "ar re all ? Ne oant ket war al listenn.... Ne oant ket barzh an daou dre gant".