Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- -
Emgav etre skolajoù Breizh war dro c'hoariva e brezhoneg
Startijenn ar yaouankiz war al leurenn. Setu aze un emgav a c'hoarvez bep bloaz. Ha penaos ober e mod-all bremañ ? « Un rendez-vous incontournable » tro ma vez lavaret e galleg. E 2009,143 skolajidi o deus bet tro da gejañ asembles e Sant-Martin-war-ar-Maez.
Par Kevredad C'Hoariva pour C'Hoariva le 31/05/10 18:27

Startijenn ar yaouankiz war al leurenn.

Set'aze un emgav a c'hoarvez bep bloaz. Ha penaos ober e mod-all bremañ ? « Un rendez-vous incontournable » tro ma vez lavaret e galleg. E 2009, 143 skolajidi o deus bet tro da gejañ asembles e Sant-Martin-war-ar-Maez. Kinniget 'vo e Pleiben. Ur sal a-feson 'zo ahont, An Arvest eo he anv.

Ha Pleiben zo e-kreiz Penn-Ar-Bed. Setu ma vo aesoc'h d'ar skolajidi ha d'o c'helennerien – leurennerien war an dro.

D'ar Yaou 17 a viz Even 2010 an devezh-pad.

Evit ar skolajidi brezhonegerien. Sal an Arvest Pleibenn.