Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
The Corrs : an distro
Laouen eo ar festival da bediñ an holl dud a blij dezho mont da riboulat gant sonerezh vat ha strolladoù nevez da welet pep bloaz !
Fanny Chauffin pour ABP le 3/08/16 23:58
:
Réalisation :

Laouen ar festival da bediñ an holl dud a blij dezho mont da riboulat gant sonerezh vat ha strolladoù nevez da welet pep bloaz !

Gant Joan Baez, Alan Stivell, Cecile Corbel, arzourien niverus, pipe bands, danserien... e vo peadra da selaou a bep seurt sonerezh, a bep seurt nerzh krouiñ. Hag ar strollad , The Corrs, ur breur, teir c'hoar eus bro Iwerzhon a vo evit an eil gwech e gouel ar Gelted. Ugent vloaz zo, e 1996, e oa ar strollad-mañ en Oriant dija. Tonioù hengounel met ivez sonennoù o deus graet berzh er bed a-bezh evel "Runaway" pe "Breathless". Sonerezh keltiek gant pop ha rock, aze hon eus ur strollad a vo o seniñ war slipway porzh pesketourien An Oriant evit an distro o doa kroget e Glasgow ar bloaz-mañ, sur a-walc'h e vo lakaet an tan b'an Oriant d'an 13 a viz Eost gante !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 3) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons