5vet Kino Festival e Kreiz Kêr Kemper : 12 skipailh evit seveniñ ur film e-pad eizh eurvezh warn-ugent, ur bariadenn foll a lak an dud da grouiñ gant un tem, ha traoù rediet er film.
Ti-kêr Kemper digwener 29 a viz Gwengolo : roet e oa bet ar sujed d'an holl skipailhoù (un hanterkant bennak a dud) : bout a-enep, pok-ha-pok. Reolennoù : kamera o spluñjañ, pe ar c'hontrol. Ha kaout un dañs, pe ur "c'hontredañs"...
Ha dao, pep skipailh o klask mennozhioù... Stourm a-enep gant manifesterien Karaez e straedoù Kemper disadorn ? Mont d'ar fest noz ? Un istor karantez ? Harsellerezh ? ...
Diaes eo kavout an istor, krouiñ, mont war veur a hent... Dav eo dibab. E Kemperle ar skipailh brezhonegerien a zo chomet etre daou ur pennadig amzer : un istor familh ? Un istor etre div blac'h gant o hezoug gant ar c'hoant da jahinañ ur paotr anavezet ganto war ar rouedadoù sokial ?
Un tem a-vremañ, ur film a lak da brederiañ, un den youank e bro C'hall war daou a vev seurt traoù...
Met a-drugarez d'ar making off e vez gwelet anat e oa un aergelc'h plijus e Ti Polit, bord stêr Laita e Kemperle. Ur film graet buan gant ul live uhel (hag uhel oa al live ar bloaz-mañ gant ar festival), a-drugarez da V/Mikael Bernadat, sevenour a-vicher. Met ivez a-drugarez da dud yaouank o doa asantet labourat 'pad un dibenn sizhun, hag ampart war ar c'hoari, goude bezañ kontet e Kan ar bobl, c'hoariet e meur a film evit lod anezho (Miss Redadeg 2018, Breskenn, ..) hag e meur a bezh c'hoari gant ar strollad Fubudennig : ar prinsez.ig, Kurunennoù ar roue, Tropellad korriganed.
Ha roet dezho gant Nadine Urvoas priz "Kêr Kemper" !
Gant ma vo posubl un devezh bennak da aozañ ur C'hino e brezhoneg gant daouzeg skipailh evit ma vefe krouidigezhioù nevez filmet, troet, bevet ... e brezhoneg !
0 | 0 | Tweet |
|