Manifestadeg e Kemperle : kenderc'hel a ra ar stourm
CGT dirak, Kengevredigezh ar beisanted a-dreñv : start eo en em glevout, met derc'hel a ra kêr an div stêr gant ar stourm, mod pe vod
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 3/05/23 14:20
Manif e Kemperle : ur mor a dud evit ar 01052023 :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (82 vues)
Baleadenn e Kemperle etre ar beisanted Conf'paysanne ha labourerien CGT :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (82 vues)
CGT dirak, Kengevredigezh ar beisanted a-dreñv : start eo en em glevout, met derc'hel a ra kêr an div stêr gant ar stourm, mod pe vod
3000 a dud dindan an heol e Kemperle, 20 000 e Kemper, 100 000 e Breizh. N'int ket evit añduriñ doareoù ar gouarnamant. Met e-barzh an dibunadeg e oa splann ne oa ket an hevelep abegoù evit an holl : stourm evit al leveoù, ya, met ivez evit ur bed reishoc'h, ur bed a ro ur plas da bep hini, hag a stourm a-enep ar vassinennoù vras a zo hag a vo savet e pep lec'h. Setu neuze, e kreiz an dud, manifesterien gant bassinennoù e lec'h... kastelodennoù !
Voir aussi sur le même sujet : stourm, leve, agrobusiness
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....