Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Levr nevez troet diwar ar galleg gant Jil Penneg
Levr nevez troet diwar ar galleg gant Jil Penneg
- Papier -
Gwernioù kuzhet, ul levr brav da brofañ !
Skrivet gant Marie Josée Christien ha troet gant Jil Penneg, al levr \"Gwernioù kuzhet\" a zo ur blijadur da lenn. Fotoioù brav-eston Yann Champeau, bed kuzh lanneier Menezioù Are, a lak al lenner da veajiñ er bed-mañ hag er bed all...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 30/10/22 14:41

Skrivet gant Marie Josée Christien ha troet gant Jil Penneg, al levr "Gwernioù kuzhet" a zo ur blijadur da lenn. Fotoioù brav-eston Yann Champeau, bed kuzh lanneier Menezioù Are, a lak al lenner da veajiñ er bed-mañ hag er bed all...

Er pennad-stur, digoret eo ar vro burzhudus-se gant Guy de Maupassant (Le Horla, 1887) : "N'eus netra boemusoc'h, spontusoc'h a-wechoù eget ar Yeun. (...) Rak daous ha n'eo ket en dour chag ha fankek, e leizhder ponner an douaroù gleb dindan tommder an heol ma fiñvas, ma trivlias, ma tigoras e gouloù an deiz had kentañ ar vuhez".

Dibenn-pred a ro c'hoant da vont pelloc'h er friko. Da vont gant ar poltreder war hentoù kuzh ar Yeun, dindan an erc'h, fiñvadegoù an dour, e lenner barzhoniezh verr Marie-Josée etre an haiku hag an tanka, kuzh heol war lenn Brennilis gant "c'hwezh ar soufr". Lann ha brug gant takennoù glizh warno, orkide ha taouarc'h, al latar hag ar vrumenn a lak ar varzhez da lavarout : "Glav ha latar / stnaket ar gweled / pelec'h e krog / hag e echu ar wern ?".

Embannet gant Editions sauvages e dastumadeg "Carrés de création", graet e oa bet ul labour brav gant ar skipailh. Marie José a labour kalz evit lakaat ar varzhoniezh da vout lennet, embannet, e bro Kemper, e karg eus ar gelaouenn vloaziek SQpered gouez, skrivet ganti un hanterkant bennak a levrioù barzhoniezh.

lec'hienn : mariejoseechristien.mon site-orange.fr

Gwernioù kuzhet, Editions sauvages, 2022, moullet e Breizh gant Ouest-Helio

Voir aussi :
1  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 2 commentaires
kris braz Le Mardi 1 novembre 2022 13:39
Menez Are, ha n'eo ket "Menezioù Are".
(0) 
kris braz Le Mercredi 2 novembre 2022 16:29
Kuzhet pe kuzh ?
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons