Abaoe pell bremañ emañ ar gevredigezh fea war he fajenn facebook o vrudañ ar varzhoniezh mod Japan e brezhoneg, ar bloaz paseet e oa bet rastellet un 250 haiku bennak gant ur ger disheñvel roet bemdez
Met petra eo un haiku ? Ur varzhoneg verr, teir linenn, 5/7/5 silabenn, foto an natur graet gant ar gerioù. Ur verb hepken displeget en amzer a-vremañ, pe verb ebet. Ur fromm simpl, liammet gant ar skeudenn, ha rim ebet. "Disoñjit pep tra a denn eus barzhoniezh kornog Europa ! " a lâre Alan Kervern.
Lyrisme", n'eus ket, na plas kreiz ar barzh ! Uvel, simpl, brav, fromus... Aes ha luziet war un dro.
Neuze, emgav bemdez a-raok 9 eur evit kaout ur ger war bajenn fea, hag an devezh evit skrivañ ha kas en dro da bajenn facebook fea, e MP, pe mod all (met luzietoc'h eo evit an aozerien) war ar chomlec'h afea [at] laposte.net.
Laouen e vimp d'ho lenn, d'ho embann, d'ho rannañ ar pezh brav a vez skrivet pep bloaz. Ha mersi bras d'ar varzhed !
0 | 0 | Tweet |
|