Bagad Pondi o seniñ ton ar redadeg, ha rederien deuet da vezañ sioul o kerzhout goustad a-dreñv dezhañ. Goude ur barrad glav eo deuet en dro an heol ha kroget gant prezegennoù Lena, pennoù bras, ha Goulc'han Kervella o kemer ar gomz evit lenn ar pezh a zo bet douget en ur vazh-test gant 1200 reder disheñvel a-hed an hent.
Ur sapre labour skipailh a zo bet kaset gant tout an dud o deus redet, aozet, prientet, n'eus nemet e bedoù bihan evel hini ar brezhoneg e c'hellfer kavout kement a ijin hag a startijenn evit kas seurt raktres da benn.
Pep hini a gonte un istor d'egile : "gouloù deiz war lenn Brennilis da 3 eur vintin, pegen brav ... ",c'hoarzhadegoù e leizh, c'hoarhz ha daeroù mesket. Ur bern tud yaouank, lorc'h enno da vezañ redet a gonte d'an holl pet km o doa redet.
Ramoneurs de menhirs, Dom Duff, Lou-Jakez Suignard, ha fest-noz da heul. Klozet oa bet mat ar pezh mell darvoud-se, ijinet gant Jean-Michel Saner, a oa c'hoazh o werzhañ tee-shirtoù ar redadeg da 11 eur noz dirak dor ar fest-noz ...
Gourc'hemennoù d'an holl o deus kaset ar Redadeg 2010 !