Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
C'hoariva evit ar re vras hag ar re vihan : Luduennig
N'eo ket kontadenn Grimm a vo kontet amañ, met hini oa bet kontet da Varie Hélène Morvan, renerez Strollad Kallag, pa oa bihan, gant he mamm-gozh
Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 1/11/16 9:51
:
Réalisation :

N'eo ket kontadenn Grimm a vo kontet amañ, met hini oa bet kontet da Varie Hélène Morvan, renerez Strollad Kallag, pa oa bihan, gant he mamm-gozh.

Dastumet e oa bet ar gontadenn-mañ gant Jude Le Paboul e koad Kamor gant ar vag a ya betek Enez Veur, hag e lec'h dont da vout roue bro Frañs, setu ar paotr deuet da vout roue Breizh.

Gant Per Jakez Helias e teue da vout roue bro Saoz. Pep hini e vod, met ar pep pouezusañ e labour strollad Kallag eo ar blijadur da welet ha da glevet un istor, distaget fraezh ha sklaer e brezhoneg, plijadur an daou c'hoarier nerzhus ha leun a fent, margodennoù savet brav gant Gepetto, kizeller Menezoù Arre, ha plijadur ar vugale hag ar re vras o sellet outo.

Selaouit hag e klevoc'h : " ur wech e oa, hag ur wech ne oa ket... "

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 2) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons