Mona, deuet daou vloaz 'zo, da ginnig ar geriadur nevez e stal Penn da benn, ba Kemperle
- Chronique -
Aet eo Mona Bouzeg d'an Anaon : brezhoneg ar vro e penn he stourm
Savet ganti un hentenn dispar e brezhoneg, aozet stajoù, skrivet ur pezh mell geriaoueg brezhoneg bro Rieg, koll a ra hiziv bro Kemperle ur stourmerez dibar
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 24/04/22 9:51
Mona ha Kristian ar Braz, un atersadenn gaer :
Réalisation : Kristian ar Braz (682 vues)
Savet ganti un hentenn dispar e brezhoneg, aozet stajoù, skrivet ur pezh mell geriaoueg brezhoneg bro Rieg, koll a ra hiziv bro Kemperle ur stourmerez dibar
Da 94 vloaz e oa kad c'hoazh Mona, da zont dirak an dud e miz Genver 2022 da zisplegañ e-pad ar festival Taol Kurun : "n'em eus ket graet kalz a dra". Ha pad all... Aozet ganti stajoù brezhoneg "saovaj" e ti gar Montparnasse, savet un hentenn tost d'an hini he doa savet evit repuidi bro Chili erruet e Paris evit addeskiñ yezh ar vro da dud Rieg. Studierien, tud deuet, tud kozh a yae pep bloaz da Rieg evit an daou staj (Ebrel hag Eost) evit deskiñ yezh ar vro "dre an divskouarn", gant sketchoù farsus. Pegemenent a dud o deus gwelet aze pegen pinvidik e oa yezh ar vro, ha pegen plijus e oa c'hoarzhin, kanañ, dañsal !
Mersi bras deoc'h, Itron !
Voir aussi sur le même sujet : brezhoneg, stourm, pedagogiezh
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....