Evel bep bloaz e vez aozet kendivizoù gant gouel etrekeltiek an Oriant. Ar bloaz-mañ e oa meur a hini e brezhoneg hep troidigezhioù. Dimeurzh tremenet dreist-holl en deus kinniget André Lavanant istor ha savboentoù ar mediaoù e brezhoneg.
Unan eus krouerien Diwan, kreizenn stummañ Stumdi ha studio doublañ Dizale eo André Lavanant. Dre an eskemm-mañ e vo komzet gant André Lavanant diwar-benn dazont ar brezhoneg e-kreiz ar bed kleweled hag e vo savet ar goulenn : « Pelec’h e ranker lakaat al live youl evit ar brezhoneg en hor gennad kleweled evit ma c’hallfe bezañ sevenet ? »
1 | 0 | Tweet |
|