Hebarc'h dileuridi a Gembre, Hebarc'h Barzh Meur ha dileuriad a Gerne Veur, Breudeur ha C'hoarezed, dileuriad ker ar Rannvro, mignoned ha mignonezed. degemer mat d'an holl da geñver ar C'hoursez Digor hiziv.
Saludiñ a reomp ivez familhoù an dud drouklazhet e Nissa gant un den trelatet diwar e gredenn diboell. Bugale, tud ordinal a zo bet flastret ha diskaret didruez. Galvet en deus ar C'hentañ Ministr d'an unvaniezh broadel. Ne vo ket klevet e vouezh, meus aon, muioc'h m'hen deus eñ klevet mouezh an dud o vanifestiñ er straedoù, nevez'zo ! Ur bed a feulster a zo ivez ur bed bouzar siwazh !
Amaň e San Kaduan e kumun Brasparzh e lidomp ur wech ouzhpenn hor bodadeg-bloaz. Trugarez a laran d'an Arouezvarzh evit bezañ aozet dic'harzhaj ar c'helc'h-maen. P'emaon ganti e karfen e vimp un tamm niverusoc'h er bloaz a zeu da gas al labour-se da vat.
Trugarekaat a ran Rannvro Breizh hag ar Prezidant an Drian evit bezañ sikouret ac'hanomp er bloaz-mañ c'hoazh.
Ur referendom a zo bet kaset da benn e miz Mezheven e Breizh Veur evit kuitaat Europa pe chom ganti. Nec'het on bet un tamm mat gant an disoc'hoù rak ne gav ket din ez eo un dra vat nag evit ar vro-se nag evit Europa. Met doujañ a ran da youl an darnvuiañ eus poblañs Breizh Veur.
Kentañ tra a fell din lavaret d'hor breudeur ha c'hoarezed a Gembre hag a Gernev Veur eo kement-mañ : Goursez Kembre ha Goursez Kerne Veur a oa anezho araok na oa bet unanet Europa. Al liammoù etrezomp-ni ha pobloù Kembre ha Kerne Veur a oa anezho ivez kalz araok na vije kaoz eus Europa zoken. Boulc'het ganeomp eo bet an hent !
Daou vloaz 'zo e Goursez Digor Breizh en Arzhanaou hag e hini Kerne Veur ivez am boa trugarekaet Kembre ha Kerne Veur evit o skoazell d'ar repuidi a dec'has dirak an Almanted e 1940 hag er bloavezhioù warlerc'h. N'hon eus ket disoñjet kennebeut kannaded an Eisteddfod o tont da vizitañ prizonioù ar Stad C'hall lec'h ma oa bet taolet kalz a Vretoned vat war lerc'h an eil brezel-bed. Chomet e oa an dud-se feal d'o bro, an holl ne oant ket bet savet a du gant an alouberien nazi, pell alese !
Kant vloaz a zo e rede dija gwad ar Vreizhveuriz kemmesket gant hini ar Vreizhiz ha pobloù all war ribloù ar ster-Somme ! Lidet eo bet war an ton bras, nevez 'zo !
Breudeur ha c'hoarezed e oamp araok ar Brexit ha breudeur ha c'hoarezed omp c'hoazh warlerc'h ar Brexit ha gwell a se !!! Ne cheñcho ket hor youl da vevañ e peoc'h gant pobloù all ar bed.
Met aon koulz ha donjer am eus koulskoude o klevet e vefe kresket an tagadennoù gouennelour e Breizh Veur eus seizh hag hanterkant dregant abaoe disoc'hoù ar referendom. Binim ar Ouennelouriezh a zo ur vezh e pep lec'h eus ar bed ! Holl e rankomp stourm enep seurt dismegañs !
Dav vo da vroioù a zo enni prederiañ diwar benn ar mod ma vez savet unvaniezh Europa, n'eo ket trawalc'h bezañ ur Marc'had bras rak ur geodederezh n'eo ket hepken un enskrivadur alaouret war golo ur pasport ha tra ken ! Un toullad gwirioù hag ur perzh er vuhez demokratel a dalv kalz gwelloc'h eget plegañ da reolennoù teknokratel ha teknikel a zo bet graet evit hevoud ar stalioù-labour ha paz evit ar sitoïaned. Hag un devezh kaer e vo ret-mat votiñ evit ur renadurezh wirion ha demokratel en Europa. Daoust ha prest e vefe an holl stadoù da asantiñ da gement-se ?
Petra vo respontet da bobl Vro-Skos gant Unvaniezh Europa ma savfe Skosiz a du gant ar Frankiz d'en em ren o unan ? Daoust hag e c'hell Europa c'hoazh mont pelloc'h waraok e gwirionezh ? Hetomp ma vo trec'h ar furnezh a benn ar fin mar deo posubl c'hoazh !
Deuomp endro war an tu-mañ eus Mor Breizh !
Bez'ez eus bet Korsiz ac'hanomp-holl warlerc'h an dilennadegoù-rannvro pa'z eus bet distaget prezegennoù e korseg gant Prezidanted ar Bodadegoù korsat e Korsika ! Klevet hon eus ar Jakobined o huchal kerkent ! Ni hon eus kavet evel Tangi Malmanche « deread, evel a leverer, harzhal gant ar c'hi, yudal gant ar bleiz ha prezeg brezhoneg e Breizh ! »
Rak ar brezhoneg ivez a rank bezañ yezh ofisiel e Breizh. Ar stad c'hall n'eo ket dleet dezhi reiñ deomp pe chom hep reiñ deomp ar gwir d'ober gant hor yezh e kement degouezh eus ar vuhez pemdeziek ha foran. Disentiñ ouzh reolennoù-yezh talibaned ar Republik a zo ur ret koulz hag un dibab hag un dlead deomp-ni abalamour omp tout kement ha kement en diabarzh ar Republik. N'omp ket tud disteroc'h eget ar re-all !
Pa nac'h groñs e vefe graet gant ar yezhoù-rannvro er vuhez foran e tiskouezh Bro-C'hall ez eo chomet ur stad trevadenner. Embann evel ma ra ez eo-hi mammvro gwirioù Mabden n'eo ken brabañserezh a berzh nasionalisted o hejañ o c'hoñkardennoù ! Ni, pobloù ar C'hwec'hkogn, n'hellomp ket krediñ kement-se peogwir emaomp-ni e touez ar re a zo skoet gant seurt gevier !
Reuz a vo er bloaz a zeu war dachenn ar politik, pep hini o klask sachañ an traou eus e du ! Michañs o devezo ar Vretoned fiziañs en o gouestoni da gas o amzer da zont waraok !
Bevet Breizh, Bevet hor Goursezoù, bevet ar Vreudeuriezh etre Kembre, Kerne Veur ha Breizh !