Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Gorsedd Digor 2017 : Prezegenn war ar Maen Log
Prezegenn an Drouizh meur Breizh epad lid digor ar C'hoursez, e Brasparzh d'ar bloaz-mañ, gant dileuridi deus Bro Gembre ha Kerne Veur.
Par Ludovic Louboutin pour Gorsedd de Bretagne le 19/07/17 19:05

Hebarc'h dileuridi a Gembre, Hebarc'h Barzh Meur kent ha dileuriad a Gerne Veur, Breudeur ha C'hoarezed, dileuriad ker ar Rannvro, mignoned ha mignonezed. Degemer mat d'an holl da geñver ar C'hoursez Digor hiziv e Brasparzh. Breten Vyghan ha’n Orsedh a’gas dynnergh, Esther ha Jimmy. Yth esough-why ow kevrenna bewnans ha govenek an Vretonyon lemmyn ! Yth esough-why yn tre omma lemmyn, sos ! (1).

Trugarez a lavaran d’an holl re o deus sikouret da gempenn tachenn ar c’helc’h-mein. Ul labour tenn eo bet met frouezhus’vat !

Logo C'hoursez Breizh

Petra zo nevez e Breizh ? Pour ha triñchin zo e leizh ! Un tamm mat a cheñchamant war an dachenn bolitikel a zo c’hoarvezet er bloaz-mañ koulz e Bro-C’hall hag e Breizh. Da vare an dilennadegoù-prezidant, ez eus bet kaoz dreist-holl eus arc’hant publik bogodet gant unan eus an danvezioù-prezidant ken m’eo bet saotret ar c’habalerezh ha divrudet ar bolitikerezh ur wech ouzhpenn.

N’eus ket bet a gendael wirion pe dost diwar benn ar pezh a oa war ar stern gant an tuchoù o klask mouezhioù. Evit ar rannvroioù koulz hag an endro eveljust : bout ! netra tout !

Arvarus eo ouzhpenn al liamm a zo bet skoulmet etre ar mediaoù hag an ensavadurioù-sondajoù. Dre levezon an emglev binimus-se eo deut ar vot efedus da vezañ ur ret azalek ar c’hentañ tro. Daoust hag e fellfe d’ar mediaoù bremañ stummañ ar mennozhioù elec’h rentañ kont eus ar mod ma vezont skignet gant an tuchoù ? Daoust hag eo sikouret an dud pa vez sanket an disoc’hoù e barzh o fennoù bep eil deiz gant taolioù mailh ? Da betra votiñ neuze ?

Ret eo henn adlavaret ur wech c’hoazh : an demokratelezh gwirion a rank bezañ kelaouet, sklerijennet gant ar skiant, troet war zu an hevoud. E giz mañ, an dud ne vijent ket rediet 'benn ar fin da votiñ evit argas ur penn mersi meus ket i’mm, en ur lakaat e barzh unan na yafent ket da zebriñ krampouezh gantañ a galon vat memes tra !

Aet eo ar muiañniver gant ur strollad nevez, hini « ar Republik o vale » met o vale da b’lec’h ne oar den re vat betekhenn. Koulskoude e chomas ur bern tud er ger da geñver an eil tro. Bresk-meurbet eo ar muiañniver o c’houarn Bro C’hall en deiz a hiziv eta, arabat dezho disoñjal kement-se ! Nebeutoc’h eget daou a zek voter ez eus o skorañ anezho ! Dañjerus e c’hell bezañ neuze dismegañsiñ « an dud a netra » pe ober fae war an dud dizesk ! E giz veze lavaret gant ar re gozh Ar Republik a zo ur vamm vat hag a gar holl he bugale, an eil koulz hag egile. Setu Prezidant ar Republik a zo dleet dezhañ delc’her soñj eus an dra-se ! Peotramant e vo sparlet an hent ouzh La République en marche gant Ar Republik en ar’ch !

Saludiñ a reomp trec’h an aotrou Paol Molac an hini nemetañ dilennet er c’hentañ tro. Ur brezhoneger ampart eo koulz hag an aotrou Yannig Kerlogod aet e barzh, eñ ivez. Emichañs e raio an daou zen-mañ o seizh gwellañ evit ma vefe graet war dro kudenn ar yezhoù rannvro gant ar galloud nevez.

An aotrou de Rugy, eus an Naoned, a zo bet lakaet da brezidant parlamantourien an Assemblée, spi hon eus ne zisoñjo ket e savas a du n’eus ket pell gant adunanidigezh Breizh. Daoust hag ur youl politikel a vo kavet evit lakaat ar gudenn-se war ar stern endro ? Gwelet 'vo.

Hor salud a gasomp ivez d’an tri c’hannad nevez eus Korsika, anezho brogarourien entanet, ha spi hon eus e c’hellint kenlabourat gant ar Vretoned.

Klapañ a reomp komzoù ar prezidant nevez diwar benn ar Brexit : gwir eo ma fell da Vreizh Veur distreiñ diwar he meno ha chom en Europa, ra vo digor an nor atav ! Met daoust hag eo leal evit gwir kinnig ar prezidant peotramant ne ra nemet livañ ur c’hoant marlonk da skrapañ digant hon amezeien sezioù sokial o embregerezhioù ? Ganeomp-ni, Bretoned, eo digor-frank atav an nor hag hor c’halonoù d’hor breudeur a Gembre hag a Gerne-Veur !

Evit echuiñ e karfen menegiñ un intron a feson hag a zo aet da anaon nevez’zo. Tostoc’h e oa hi ouzh hor sevenadur deomp-ni eget ouzh hengoun Bro-C’hall, unan eus ar broioù diwezhañ o reiñ kengwir d’ar maouezed war an dachenn bolitikel e 1944. Kentañ tro e yeas ur vaouez e barzh evel konseilherez-ker e voe e Breizh, e Douarnenez pa voe dilennet Josefin Pennkalet e doug harzh-labour bras ar Pennoù Sardin e 1925. Nullet e voe ar vot met boulc’het e oa bet frankoc’h an hent d’ar Frankiz, d’ar C’hengwir ha d’ar Vreudeuriezh pe d’ar C’hoariezh mar karit ! Ra vo gwenn he bed da Simone Veil en tu all d’ar mor don ! Ra vo gwenn he bed e eñvor an araokourien ! Ra vo gwenn he bed da viken !

Morgan, Per-Vari Kerloc'h, Drouiz meur

C'hoursez Breizh war ABP e brezhoneg

- 2016 : ( voir notre article ) : Prezegenn war ar Maen Log

- 2015, miz Kerzu : ( voir notre article ) : Raktres ar gouarnamant oc'h adaozañ ar vonreizh

- 2015, miz Kerzu : ( voir notre article ) : Ar C'hoursez Breizh a salud ar prezegennoù e korseg. Souezhet eo n'eus ket bet memes tra e yezhoù Breizh e Roazhon.

Klaskit Gorsedd war ABP evit ar re all.

(1) Degemer e Gembraeg : La Bretagne et la Gorsedd souhaitent la bienvenue à Esther et à Jimmy. Vous partagez maintenant la vie et l’espoir des Bretons. Vous êtes chez vous maintenant !

Welcome to Brittany to Esther and Jimmy. You are sharing the life and hopes of the Bretons now! You are at home now!

Voir aussi :
logo
Gorsedd Breizh : Breudreurieuzh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, savet e 1899.
Fraternité des Druides, Bardes et Ovates de Bretagne, fondée en 1899.
[ Gwelout pennadoù all Gorsedd de Bretagne]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons