50 vloaz Kan ar Bobl. Kroget en Oriant diwar intrudu Polig Montjarret hag e skipailh, kaset war lerc'h da Bondi, setu kontet gant Mickael Michaud-Vernes, penaos e oa bet an istor...
Tud e pep lec'h : ur mor a dud e fest noz disadorn, ur mor a dud evit konkour kan ar skolioù, er maez o c'hoari paledoù, sioul o selaou ar c'han a boz pe ar gonterien. Brav e oa ar pred kanet gant kazi 300 a dud o tebriñ hag o kanañ disehan. Un deiz ha bloaz lidet brav gant merc'h Lou Jakez Suignard trec'h evit ar c'han a boz gant "Gwerz Skolvan" kanet evel an Itron Bertrand, mar plij ganeoc'h. Hep kontañ kaoz a ziwar strollad Dir ha Tan, pe an Drouzerien... Met plas d'ar preder a oa ivez gant div eurvezh abadenn Radio Bro Gwened war eeun ha div vouezh dispar o kontañ istor Kan ar Bobl : Nolwenn Montjarret, merc'h he zad, ha Mickael Michaud-Vernes : "e 1973, er sal en Oriant, e oa bochad tud a leñve, dour en o daoulagad, bugale, tud kozh a gomze hag a gane e brezhoneg, pep hini a oa o kemer se e kreiz e c'halon... Neuze trec'h e oamp bet !"
2 | 0 | Tweet |
|