Pegen plijus e oa ober anaoudegezh gant ene ar strollad, mousc'hoarzhus ha degemerus, he doa bevet 40 vloaz o tont ingal d' ar FIL evit seniñ, evit treuzkas, evit ar blijadur da eskemm.
Deuet e oant da seniñ gant al laz seniñ Breizh eus Roazhon, war un ton bras e Tachad Jean-Pierre Pichard. Met eskemm ganto da vintin, pa oa an emvod kelaouiñ etre ar gazetennerien oa plijusoc'h c'hoazh. Skipailh leun a fent, ar Friel sister dazont ar fiddle e Iwerzhon, ar paotr gwisket e short oc'h en em zigareziñ... Hag ar sonerezh, emit-hu ? Hengounel, propig, simpl hag efedus, ha leun a startijenn. Selaouit hag e klevoc'h...
0 | 0 | Tweet |
|