Deuet e oant ivez, Izprezidantez ar Rannvro ha Jean-Yves Cozan, bet "depute Diwan"
Komzoù sklaer ha fraezh : evito hag a zo o stourm abaoe meur a vloavezh eo erru poent mont pelloc'h, digeriñ meur a lise, hag ur gwir skol veur e brezhoneg, e giz oa bet lavaret ugent vloaz zo hag embannet e Karta Diwan.
E bro Euskadi ar C'hreisteiz e c'heller ober studioù uhel, lennegel, sokiologel met skiantel en euskareg ivez. Hag e katalaneg eo gwelloc'h c'hoazh. Hag e vo ret un devezh bennak kinnig stummadurioù micherel evit labourerien douar an dazont, evit keginerien, klañvdiourezed, ...