Aozet gant ar gevredigezh Babibel, bez vo trouz ba Pederneg !
Kroueet un nebeut bloavezhioù 'zo, ar gevredigezh Babibel a vod liseidi Diwan ha tud bet el lise evit arc'hantan raktresoù (sweet shirt Diwan, pedin arzourien, dafar sonerezh...), dindan kirriegezh ur burev liseidi. Goude bezan graet a bep seurt traoù (piv ne zoug ket ur sweet shirt Diwan ? ), setu-int oc'h aozan kentan fest noz o istor.
Aozet o deus pep tra : skritelloù, flyers, ar sal, ar boued ... Ne vank nemet tud ha bruderezh a veg da veg, dre dwitter, facebook, ha tout ar binvioù a zo vreman evit kelaouin.
Bez vo Eien, Kedal, Messager Cornic, Tortad, Le Roux/David
E Pederneg, sal ar gouelioù, 6 euro evit mont e barzh
Klip ar fest-noz : gant fourmaj babibel eveljust, sonerezh graet gant strollad Kadvael ha kanet gantan, atersadennoù, mn plijadur e brezhoneg...