Dec'h ba Sant Turian ne oa ket ur soner er sal, met kanerien ne lâran ket.
Kanerien deuet a youl-vat eus ar vro, kanerien Bubri, koubladoù merc'hed ha paotred. Gavotenn eveljust, dans kef, rond Landeda, kost ar c'hoad, plinn, polka, met ivez kas a barzh, laridenn, klamm...
Oa ket kalz tud yaouank siwazh, met danserien ampart evit un nozvezh simpl ha plijus, gant ger ebet e galleg war al leurenn, hag kalzig a eskemmoù e brezhoneg er sal.
Gourc'hemennoù da NPK, Kevredigezh Skaer, evit an aozadur.