Kafedi Istor : "Eus moustrerezh ar Bonedoù ruz da Afer Breizh" (1675-1771)" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 23 a viz C’hwevrer 2019, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
War-lerc’h moustrerezh emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675 e hañval Breizh bezañ badaouet gant beli Loeiz XIV. Met ar brezelioù mareadek a zo evit dileuridi gwirioù Breizh, er Stadoù pergen, an dro da varc’hata an doujañs d’he gwirioù en eskemm d’an arc’hant he deus ar Stad c’hall evit brezeliñ. Dre iriennoù he deus gallet ar stourm bezañ kaset da benn, gant markiz Pontkalleg e 1719-1720 pergen, met dreist-holl dre rendaeloù pennek ha taer er Stadoù. Breudoù Breizh, diouzh o zu, o deus en em savet evel Breudoù all rouantelezh Frañs a-enep da c’halloud amreol an unpenniezh c’hall. Tra m’en em unane Stadoù ha Breudoù Breizh en em unane ivez Breudoù Breizh gant Breudoù all rouantelezh Frañs, en ur stourm – kendeuzet en ur mare bennak – brezhon ha gall war an dro. Gant Loeiz ar Chalotez e voe aroueziet ar stourm-se.