Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Volt Bretagne - Régionales 2021
Volt Bretagne - Régionales 2021
- Communiqué de presse -
Volt, ul luskad diazezet mat e Breizh bremañ, a brezant e zanvez-kuzulierion rannvro
E miz an Azvent diwezhañ e oa bet kemennet get Volt en dehe bet kemeret perzh hol luskad en dilennadegoù rannvro e Breizh. A-c’houde, graet hon eus bruderezh àr ar rouedadoù sokial evit dedenniñ izili nevez. Meur a listennad a zo bet e darempred genomp ha divizet hon eus harpiñ « Nous la Bretagne », kaset get Thierry BURLOT, ur listennad araokour, pro-european ha prederiet get dalc’hoù an hin. Ni a ginnig danvez-kuzulierion evit reiñ lusk d’un emsav politikel keodedel. Evit derc’hel get an heuliadenn araokadennoù a zo bet graet get hor strollad en arbenn ag un nebeud dilennadegoù e Europa, ni a garehe kas Volt betek Kuzul rannvro Breizh a-benn miz Mezheven.
Par Maurice Hilbig pour Volt Bretagne le 17/04/21 20:06

▪ Araokadennoù e lod dilennadegoù, nevez ‘zo, e Europa

▪ Ul luskad imboudet mat e Breizh

▪ Dilennadegoù rannvro, perak Nous la Bretagne ?

▪ An dud àr ar renk evit Volt e Breizh

E Roazhon d'an 9 a viz Ebrel 2021 - E miz an Azvent diwezhañ e oa bet kemennet get Volt en dehe bet kemeret perzh hol luskad en dilennadegoù rannvro e Breizh. A-c’houde, graet hon eus bruderezh àr ar rouedadoù sokial evit dedenniñ izili nevez. Meur a listennad a zo bet e darempred genomp ha divizet hon eus harpiñ Nous la Bretagne, kaset get Thierry BURLOT, ur listennad araokour, pro-european ha prederiet get dalc’hoù an hin. Ni a ginnig danvez-kuzulierion evit reiñ lusk d’un emsav politikel keodedel. Evit derc’hel get an heuliadenn araokadennoù a zo bet graet get hor strollad en arbenn ag un nebeud dilennadegoù e Europa, ni a garehe kas Volt betek Kuzul rannvro Breizh a-benn miz Mezheven.

Araokadennoù e lod dilennadegoù, nevez ‘zo, e Europa

A-c’houde 2019 en deus Volt un dilennad e Parlamant Europa. E miz Meurzh diwezhañ e oa dilennet tri den e Parlamant Gres goude ur c’houlzad kabaliñ boemus (pasiñ 6000 a izili nevez get Volt), ar pezh en deus degaset àrnomp evezh ar mediaoù etrevroadel (New-York Times). Kemer a raomp perzh, aliañset get strolladoù arall, en dilennadegoù e Bulgaria ; tizhet hon eus ar bazenn rekis evit bout en eil tro ha chañsoù hon eus enta da gaout kannaded nevez. Dilennadegoù lec’hel àr-lerc’h dilennadegoù lec’hel e c’hounid Volt muioc’h a zilennidi, dreist-holl e Bro-Alamagn, e Italia hag e Bulgaria. N’hon eus dilennad rannvro ebet c’hoazh, mes chañsoù ‘zo ma chañjahe an traoù en arbenn ag an dilennadegoù da zonet e Breizh.

Ul luskad imboudet mat e Breizh

E Breizh, Volt a zo aozet en un doare naturel àr ar pemp departamant. Liammoù kreñv hon eus get Volt Naoned, ur gêr lec’h mah eus kalz a izili. Hon taolioù kabaliñ àr ar rouedadoù sokial a zo bet pouezus ar mizioù paset-mañ evit lakaat anat hon talvoudoù, hon priorelezhioù evit ar Rannvro ha dreist-holl evit prezantiñ skwerioù ag ar pleustroù gwellañ a gaver dre Europa. Pasiñ 6000 a dud o deus koumanantet da bajennad Facebook Volt Breizh e-korv un nebeud sizhuniadoù. Enrollet hon eus un niver bras a izili nevez é tonet a Vreizh a-bezh, e liamm get ar fed mah omp é vonet da gemer perzh en dilennadegoù rannvro.

Dilennadegoù rannvro, perak Nous la Bretagne ?

Goude bout roet lusk da Volt Breizh (pennad en Télégramme 09/12/20), meur a listennad a zo bet e darempred genomp. Al listennad « Nous la Bretagne » , kaset get Thierry BURLOT, a ziskouez bout an hani wellañ evit dazont ar rannvro, kenkoulz a-fet he zalvoudoù (araokour) evel e-keñver he selladur (diorren padus) hag he metodologiezh (embregelouriezh). Kent pell ivez ec’h aimp e darempreded get al Liger-Atlantel…

Hep gortoz, Volt Breizh a ginnig pemp volter (gwelet izeloc’h) evit monet àr bep unan ag al listennadoù departamantel e liamm get an dilennadegoù rannvro e Breizh.

« Get hon koulzad kehentiñ e faot deomp lakaat anat ar pep gwellañ ag ar pezh a vez graet e Europa àr dachenn an diorren dalc’hapl. En ur gemer harp àr hon rouedad european e karahemp degas da Guzul rannvro Breizh gouiziegezhioù ha tres, a-gaoz sevel ur Vreizh araokour, ekologel hag european a-gerzh. » Maurice HILBIG, Penn Volt Breizh

AN DUD ÀR AR RENK EVIT VOLT E BREIZH

Volt Breizh en deus choazet pemp « volter » , tud a bep seurt, a-walc’h evit reprezantiñ hon luskad politikel keodedel pro-european en arbenn ag an dilennadegoù rannvro e Breizh (en ur gontiñ ar Liger-Atlantel).

Christine LAMBART, 65 blez (Liger-Atlantel)

Savet eo Christine a gornad Pariz hag ema é chom e Pornichet. Kuzulierez ha stummourez e yennadoù ar meriñ hag ar c’hehentiñ eo-hi ; ambrougerez komanderion ha skipailhoù-labour eo ivez, oc’hpenn evit m’ema ur vat e strategiezh embregerezhel.

Stéphane PÉAN, 50 vlez (Il-ha-Gwilen)

Stéphane a zo savet a Sant-Maloù hag a zo é chom e Roazhon. Ur mailh eo e strategiezh an neveziñ en etrevroadel (Europa, Azia). Anavet eo dreist holl e Breizh evit bout prezidant ha kroueer ar think tank Breizh Civic Lab ha deraouer ar rouedad breizhat BZH Network.

Anouk LE BERRE, 19 vlez (Mor-Bihan)

A Bondi eo Anouk. Ur vachelouriezh european he deus bet e Lise Diwan Karaez. Studioù european hag etrevroadel frañsat hag alaman a ra-hi. Emañ e eskemm skolveurel e Bro-Alamagn. Ag ar pol « darvoudoù » emañ karget Anouk e Volt Frañs.

Ludovic GENEST, 51 blez (Aodoù-an-Arvor)

Savet eo Ludovic a Roazhon hag emañ é chom e Beaussais-sur-Mer. Àr e garg emañ ar servij buheziñ evit ar re yaouank e kêr Dinard hag e ti lec’hel ar re yaouank. Eñ en deus skiant-prenet e tachenn ar buheziñ sokial ha tiriadel.

Joséphine MAUBIAN, 20 vlez (Penn-ar-Bed)

Joséphine, a Vontroulez, he deus bet ur vachelouriezh european e Lise Diwan Karaez. Studierez eo e Sciences Po, hag emañ ec’h ober un eskemm skolveurel e Italia. Joséphine a zo douget bras evit an dengar hag ar sokial.

Document PDF Communiqué de presse Volt Bretagne (09/04/21). Source :Volt Bretagne
Volt Europa, pe Volt groñs, a zo ur luskad keodedel etrebroadel ha pro-european kroueet e miz Meurzh 2017. Emañ Volt e 29 bro bremañ ha pasiñ 35000 a izili hag a aduerion en deus. Ul luskad reformour hag araokour eo, hag a zo e bal sevel un Europa demokratel, ekologel, kengred ha madelezhus. Resped gwirioù Mab-den, anaoudegezh ar wirionez skiantel, embregelouriezh, talvoudekadur ar pleustroù gwellañ, setu ar sichenn m’emañ diaezet talvoudoù Volt àrnezhi. A-benn ar fin emañ kefridi Volt sevel Europa ar geodederion, unvan ha digreizenn.
[ Gwelout pennadoù all Volt Bretagne]
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons