Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Dom Duff.
Dom Duff.
- Communiqué de presse -
Ur sonadeg gant Dom Duff evit ar Skrivadeg d'ar 6 a viz Meurzh e Gwerzhav
Gant piv e yelo maout ar reizhskrivañ d'ar 6 a viz Meurzh 2010 ? D'ar Sadorn 6 a viz Meurzh, evit an 12vet bloavezh diouzh renk e vo lennet ar memes skrivadeg brezhonek e Breizh a-bezh. El Liger-Atlantel ez eus roet emgav d'ar vrezhonegerien e sal an Azginivelezh, 42 straed ar Maladrie e Gwerzhav, da 1e30.
Par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz le 12/02/10 14:31

Skrivadeg 2010 : gant piv e yelo maout ar reizhskrivañ d'ar 6 a viz Meurzh 2010 ?

D'ar Sadorn 6 a viz Meurzh, evit an 12vet bloavezh diouzh renk, e vo lennet ar memes skrivadeg brezhonek e Breizh a-bezh. El Liger-Atlantel ez eus roet emgav d'ar vrezhonegerien e sal an Azginivelezh, 42 straed ar Maladrie e Gwerzhav, da 1e30.

Digoust eo an abadenn. Ditouroù hag enskrivadurioù : 02 40 20 39 74 ou kann [at] netcourrier.com.

Un darvoud evit Breizh

Ar Skrivadeg, a zo anezhañ un darvoud bet ijinet e 1997 gant ar gengevredigezh Emglev Bro An Oriant. E 2002, broudet gant Kentelioù an noz, a ro kentelioù d'an dud deuet hag a ginnig abadennoù dudi el Liger-Atlantel, e voe kinniget ar Skrivadeg e Naoned ha Roazhon evit ar wezh kentañ. Abaoe eo paotet an niver a gêrioù a gemer perzh. Hini 2010 a vo aozet e Gwerzhav, an Oriant, Brest, Kemper, Roazhon, Montroulez. Ken brudet eo deuet da vezañ an abadenn en hon departamant ma erru bepred da gentañ evit a sell ouzh an niver a berzhidi, gant 150 perzhiad warlene !

Ur boelladenn dudius hag etre remziadoù

Ar skrivadeg-se, diouzh mod Pivot, a zo graet evit an holl vrezhonegerien, adalek ar CE1 ha betek oad ar furnez. Tud a bep seurt oad a zeu neuze eus an departamant a-bezh, eus Anjev, Vande, Morbihan hag Ill-ha-Gwilen ivez. Loreidi an troiadoù lec'hel a genskrivo evit ar gourfen a vo dalc'het e Brest d'an 22 a viz Mae 2010 evit Gouel Erwan, fest Breizh.

Ur sonadeg gant Dom Duff !

Deuet eo ar Skrivadeg da vezañ ur gwir fest a vloaz da vloaz. E Gwerzhav, evit reiñ buhez d'an abadenn ha reiñ plijadur d'an holl berzhidi eo ar c'haner folk Dom Duff - o paouez bezañ deroet dezhañ priz Frañs 3 2010 evit ar gwellañ albom - a gaso deomp ur sonadeg e brezhoneg penn-da-benn mar plij ! Muioc'h a geleir war e bajenn myspace : (voir le site)

Pellgargit ar fichenn enskrivadur :

Document PDF Fichenn Enskrivadur d'ar Skrivadeg e brezhoneg 2010.. Source :Kentelioù an Noz
logo Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
[ Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons