Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Kentelioù brezhoneg gant Melaine
Kentelioù brezhoneg gant Melaine
- Agenda -
Staj brezhoneg dre soubidigezh : 2 zevezh e Pornizh d'ar 14 ha 15 a viz Meurzh gant Kentelioù an Noz
Fellout a ra deoc'h mont war-raok gant ar brezhoneg, tremen un dibenn-sizhun war an aod, bevañ un dibenn-sizhun dre soubidigezh, kejañ gant brezhonegerien a bep seurt ? Evidoc'h eo an
Par Julia THEPAUT pour Kentelioù an Noz le 27/02/15 12:23

Fellout a ra deoc'h mont war-raok gant ar brezhoneg, tremen un dibenn-sizhun war an aod, bevañ un dibenn-sizhun dre soubidigezh, kejañ gant brezhonegerien a bep seurt ? Evidoc'h eo an dibenn-sizhun-mañ ! Hag evit ho pugale ivez !

D'ar Sadorn 14 ha d'ar Sul 15 a viz Meurzh e vo aozet staj 2 zevezh Kentelioù an Noz e Pornizh. En ul lerc'h dispar, tal ar mor, ho po tro da dremen un dibenn-sizhun leun a souezhenn !

Setu ar staj evit deskiñ muioc'h, heuliañ kentelioù (3 c'hentel bemdez savet gant ur programm pedagogel evit pep live brezhoneg), kemer perzh en oberoù, met ivez gweladenniñ Pornizh, hag, evel just, bevañ e brezhoneg !

D'ar Sadorn noz e vo kinniget abadennoù war al lec'h. Kas a reomp d'ho soñj e vo ivez d'an devezh-se e kêr Bornizh fest-noz Sant-Patrig aozet gant kelc'h keltiek Pornizh (6¤ evit izili Kentelioù an Noz).

Digor d'an holl eo ar staj : deraouidi, deskidi ha brezhonegerien ampart. Eus pep korn eus Breizh hag eus pelloc'h e teu an dud. Tu zo aozañ kenweturaj.

Un nebeud titouroù ouzhpenn : degemer adalek 10e d'ar Sadorn 14 a viz Meurzh, fin ar staj d'ar Sul e fin an abardevezh ; bod (kambroù eus 3 da 6 den) ha boued war al lec'h (larit deomp en a-raok m'ho peus reolioù-boued) ; gallout a rit lakaat hoc'h anv evit un devezh ; degemer ha obererezhioù evit ar vugale.

Prizioù evit an dud deuet :

An dibenn-sizhunvezh (an holl bredoù hag an nozvezh war al lerc'h) : 90¤ priz leun, 70¤ priz bihanaet

Un devezh (gant ar pred) : 40¤ priz leun, 35¤ priz bihanaet

Ret eo emezelañ d'ar gevredigezh (15¤).

Prizioù evit ar vugale :

An dibenn-sizhunvezh (an holl bredoù hag an nozvezh war al lerc'h) : 40¤.

Un devezh (gant ar pred) : 10¤.

Kit e darempred ganeomp evit lakaat hoc'h anv, pe sellit ouzh breton-nantes.org.

Kenavo !

Voir aussi sur le même sujet : Staj, brezhoneg, obererezhioù, kentelioù
logo Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
[ Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons