Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Skridoù ar maouezed, maouezed ar skridoù
Ugent prezegenn e-pad daou zevezh e Skol Veur Roazhon 2, re nebeut a dud, pa weler pegen dispriziet e oa bet e pad kantvedoù ar pezh oa bet skrivet gant ar merc'hed...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 21/11/21 12:29
An dek prezegenn gentañ :
Réalisation : fea - tvbk (61 vues)
53896_1.jpg
Kollog Skol Veur Roazhon 2 : ar wech kentañ e vez labouret war ur sujed a seurt-se !

Ugent prezegenn e-pad daou zevezh e Skol Veur Roazhon 2, re nebeut a dud, pa weler pegen dispriziet e oa bet e pad kantvedoù ar pezh oa bet skrivet gant ar merc'hed...

Okitania a zo bet an danvez pennañ e penn kentañ ar c'hollog : Sylvain Chabaud, Rose Mioch, Marie-Jeanne Verny. Skridoù maouezed an XIXvet kantved ne oant ket niverus, ha start e oa bet dezho dont a-benn da vout moulet ha brudet. Lazarine Negre (1848-1899), skrivet e provensaleg ganti n'eo ket deuet a-benn da embann ar c'hoariva a oa skrivet ganti. Lydie Wilson de Ricard (1850-1880) hag ar "primaderes" a oa e toues ar re gentañ, met ar Felibrige (1854), an Emsav okitaneg, en doa lakaet anezho a gostez. Ar pezh a c'hellent ober a oa just bout "les compagnes intellectuelles de leur mari" (Rose Mioch). Evito eo Virginia Woolf ur skouer, met re zañjerus eo : "ret eo lazhañ ael an oaled". Evit Mistral e rank ar merc'hed "chom er gêr ha treuzkas ar yezh". Leonide Constant he doa embannet barzhonegoù e 1844. Hortense Rolland (1836-1803) a oa merc'h ar baraer, ar plac'h nemeti e Bodad ar "Felibrige". Met ar barzhoneg "ar sigaretenn" a zo bet gwelet fall, ha kunujennet e oa bet. Gouest da skrivañ brav, met digalonekaet a galz, o lavarout memestra e yae war raok ar gevredigezh, kar ma vefe bet ganet abretoc'h, e vefe bet devet evel ur sorserez...

Ar maouezed : skrivagnerezed ? Klevet hon eus ar ger "écrivante, littéracie". Evel ma vefe izeloc'h ar pezh a zo bet skrivet gant ar merc'hed, hiziv ha gwechall. Petra dalv ar ger "lennegezh" : niver a lennerien, ar "posterite", ar brud, bout tremenet en tele hag embannet gant Hachette - achète - machette ? Reine Garde (1810-1887) oa ur skouer evit Lamartine. Skrivet o doa Leonie ha Hortense e okitaneg hag en galleg. Ret e oa dezho stourm war an dachenn lennegel ha politikel evit ma vefe embannet gwelloc'h o oberennoù. Kristel Johnny ba Guiana a zo gwelet fall hiziv an deiz c'hoazh : evel Naig Rozmor e bloavezhioù 1970, komz a ra en un doare dieub ken ha ken a-ziwar seks, plijadur, korf ar paotr ha korf ar plac'h...

Marcelline Delpastre ha Paulina zo tost ha pell an eil deus eben. Paulin he deus graet dastumadegoù etnologel, skrivet o deus kalzig. Marcelline a zo tost a walc'h ouzh Anjela Duval (ur menaj war ar maez, kalz labour er parkeier...), pagan ha kristen eo o lennegezh. Ur blanedenn kalet o doa bevet an div : bout o-unan er menaj evit Marcelline, Paulin dimezet gant ur gwaz feulstr, ha chomet hec'h-unan war lerc'h.

Met abaoe ugent vloaz, cheñch a ra an traoù memestra : ar prizioù lennegel en euskareg a zo bet gouneet gant maouezed an tri bloaz paseet. Maouezed a gont traoù nevez e bed al lennegezh, pa vez ar baotred o randoniñ gant an hevelep sujedoù, da skouer. Pe Goater, an embanner a embann albomoù diwar an amzerioù, paotred o tougen ur sae, blev Tintin dindan e gazell...

Poent eo d'ar merc'hed, e pep lec'h er bed, liammañ ar stourmoù : stourmoù evit o identelezh, o yezh, skrivañ evit ar vugale, ar grennarded, an dud deuet, skrivañ evit ar filmoù, ar c'hoariva, kontañ marvailhoù, mont war bep dachenn ha kas un avel nevez hag un dazont evit parlant pep hini.

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, maouezed, Skol Veur
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons