Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Reportage -
"Plac'hed manket" e Breizh : istor un hir a boan
Gant Annaig an Doujet e oa bet graet tro planedenn merc'hed lakaet a gostez peogwir e oa ganet dezhe ur bugel 'maez an eured etre 1830 hag hiziv e Breizh.
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 14/01/23 19:19
10 mn diwezhañ ar brezegenn : bastarded ha mammoù solo :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (27 vues)

Gant Annaig an Doujet e oa bet graet tro planedenn merc'hed lakaet a gostez peogwir e oa ganet dezhe ur bugel 'maez an eured etre 1830 hag hiziv e Breizh.

Start e oa ar jeu evit ar maouezed ne oant ket dimezet, bet ganet dezhe ur bugel : ret e oa dezhe kuitaat o familh, gant ar vezh, mont da Bariz, pe da c'houlenn an aluzenn digant an dud, digant tud kriz a c'houlenne ne vefent ket paeet o labour, roet e veze dezho peadra da zebriñ evit ar bugel hag evito, er C'hab, da skouer.

Evit ar bugel, mezhekaet e oa ivez : lezanvet "ar bastard", harzellet e oa gant ar vugale all. E sal ar Prezidial, e lec'h e oa ar brezegenn digwener ba Kemperle, leun chouk, lavaret he doa ur vaouezh e touez an arvesterien : "Ba Kerien e oa ur bastard, ganet 'maez an eured, gant un tad eus bro Alamagn e fin ar brezel. Lakaet e oa bet da c'houlenn ar pardon, daoulinet en iliz, gant an aotrou person ". Paour kaezh...

Merc'hed aet da gisti, maouezed barnet gant ar justis, kollet gant ar boeson, met ivez maouezed solud, gouest da vont a-eneb ar vrud fall a veze graet dezho ingal. Feulster reizhel a c'helle bout ivez, ar baotred a soñje "ur fazi 'peus graet nav vloaz zo, gallout a rez c'hoari koukou ganin" : Rene Leuhan, e 1840 a oa bet barnet evit ar pezh grate gantañ. Met, daoust d'ar maen en doa lakaet ba beg ar plac'h evit ma ne huchfe ket, n'en deus bet mann ebet da baeañ, ne oa ket bet kastizet seurt ebet.

Direizh penn da benn e oa ar gevredigezh, hag e Breizh ne veze ket gwelloc'h ar jeu. Pa oa ganet ur bugel e veze lakaet en un "tour", un doare tiretenn en ospis, ha kemeret e karg e veze gant ar gumuniezh lec'hel. Met mervel a rae ar vugale-se a varve kalz aliesoc'h : 25% a varve e familhoù ordin, 64% en ospis... Ne veze ket kastizet ar mammoù pa oa roet ar bugel en un doare disanv. Met an "infantisid", se oa puniset en un doare start ha kalet.

Per Jakez Helias e "Marc'h al loc'h" a lavar : "un hir a vuhez, leun a glac'har hag al labourioù poaniusañ a c'hortoze ar merc'hed dizimet, kollet o enor gante..."

Evit Annaig an Doujet : "evit tud Breizh e mare 1830-1960, ur vaouezh dizimet gant ur bugel a ranke bout kastizet", kar e lakae ar gevredigezh diazezet war an iliz hag an eured en arvar. E 1862, Augustin Morvan, medisin e Lesneven, a lavar eo re uhel niver a vugale lakaet en "Asistañs" : 464 e Penn ar bed, 293 marv.

Evitañ eo se "le massacre des innocents". Lezanvet e oa bet ar medisin : "tad ar gisti", peogwir en doa klasket aesaat buhez ar merc'hed, ar mammoù dilezet ne c'hellent ket disevel e bugel en un doare dereat.

E 1936, e Plobannaleg, ganet da Varie Catherine, tri bugel en un taol. Gant 6 bugel "naturel" dija. Barnet e oa bet evit se ha benn ar fin e oa bet laosket he bugale dezhi, kar an amezeien, ar vamm gozh o doa diskouezet pegen sirius e oa ar vamm gant he bugale dezhi, soagnet mat, bouetet mat, dilhad prop gante...

Notenn : penaos lavarout "fille-mère" e brezhoneg : merc'hed dizimet ? "Plac'hed manket ? Kailharenn ? Botez toull ? Plac'h dieub ? ..." Favereau.

Deoc'h-c'hwi da ouzhpennañ ...

E-barzh al levr "Cheveu d'ange" e gont JP Le Biha bugaleaj ur bastard, an ifern bevet gantañ.

Evit echuiñ he frezegenn he doa Annaig an Doujet komzet diwar benn ar "mammoù solo". Dre voneur e ya gwelloc'h evit ar maouezed, met ret eo anzav emaint ar mammou o tesevel bugale o-unan lakaet diaes ivez : 39% anezhe a zo dindan ar "seuil de pauvreté".

Labour a chom c'hoazh evit sikour ar mammoù, ar vugale, ha lakaat ar gevredigezh da sikour anezhe...

Voir aussi sur le même sujet : merc'hed, kevredigezh, Breizh
1  1  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 1 commentaires
Gwilhmod Le Mardi 17 janvier 2023 14:10
" Lidet o deus pask a-raok ar c'horaiz" evit lavarout e oa ar bugel e kof ar bried a-raok deiz an eured.
Ar baotred a zo da damall ivez, p'eo gwir e ranker bezañ daou evit engehentiñ ur babig...
Aesoc'h eo tamall an Iliz 'keâ !
(1) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons