Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
NPK : 19vet fest-noz b'ar c'hraou !
Abaoe blovaezhioù e vez pedet gant NPK e penn kentañ miz Gwengolo sonerien ar vro, kanerien, strolladoù...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 10/09/17 17:53
:

Penn Kelenn : pep bloaz e vez addizoloet al lec'h, gant mogerioù maen evel e bro Iwerzhon, ul liorzh brav, tiez maen tev bro Skaer. Evit an degemer, ar batronez, Martine hag he c'homper, Gi Penseg. Hepto, amañ, ne vefe ket bevet kement a draoù : stajoù e brezhoneg evit ar vugale (vakansoù en ti-feurm), prantadoù natur war ar maez o kanañ hag o farsal e hentoù treuz menhir sant Yann, laezh bio produet 'pad bloavezhioù, stourm evit ar brezhoneg, al labour douar, an dañs hag ar c'han ha diskan, gant skol kan ha diskan sant Turian, hag ar fest-noz "Kan kan" ijinet gante ivez, e miz Meurzh pep bloaz e sal sant Turian.

Kemer an hent betek Kerien, pignat e sant Turian, tremen kichen milin Kerchuz, goude Stang Boudilin, setu Penn Kelenn : otoioù er park lec'h, war an hent, leun a dud. 200 den b'ar sal, o flapiñ 'tal an davarn, o tañsal, o seniñ. Kar amañ, "back stage" ebet, ar sonerien a zebr gant an arvesterien, a zañs ganto, a flap ganto. Sevenadur ar vro bevet e brezhoneg, en galleg evit an holl. Bravo d'an aozerien, d'ar re a farde krampouezh : brav an disoc'h, brav ar gouel !

Voir aussi sur le même sujet : fest noz, kan ha diskan, stourm
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons