Dec’h da noz e oa iliz-veur Kemper leun-chouk, koulz evit overenn 8 eur da noz hag hini 10 eur da noz. Nedeleg eo!
Tud boazet da zaremprediñ an ilizoù, tud all ha n’int ket. Pe ral a-walc’h, pe morse. Tud hag a zo er feiz, a-wechoù tud ha n’int ket. Setu burzhud Nedeleg. Mod-se e oa daou vil vloazh zo endeo: ouzhpenn bugulien, tud a-bep-seurt a oa tro-dro d’ar c’hraoù,
.
Da gentañ, poent eo lâret n’eo ket Nedeleg un deizh-ha-bloaz, devezh lid ar ganedigezh eo ar gouel sur a-walc’h. Dishenvelik eo, rak den ebet ne oar peseurt devezh eo bet ganet Jezuz (na peseurt bloavezh resis, ivez. Etre -4 ha -7 hervez an istorourien). Ar pep pouezusañ eo: ganet eo bet!
Lod a lâr ez eus bet ganet e-barzh un ti (en ur sal ispisial, toullet er roc’h.War-eeun!), lod all e-barzh ur c’hraoù (e brezhoneg e vez lâret ur marchosi, ivez). Dre ar vro - ha gwir eo tro-dro da Vetleem - ez eus kalz a varrennoù roc’hellek e pep-lec’h, ma c’heller kavout goudor dindane e lec’h-mañ-lec’h. Dre-se tremen an nozh dindan ar stered pe a-sell dezhe! Anat d’ar venezidi. Ha neuze? Plouz pe voenn? Goulennit d’ur peizant! N’eus nemet e-barz ar plouz ma c’heller kousk brav ha n’eus nemet ar plouz hag a zo mat evit ar yec’hed ! Gwechall, pa veze klaskerien-bara o c’houlenn an aluzenn en atanchoù e veze roet dezhe ur volennad soubenn domm da gentañ ha da heul e vezent kaset da gousket e-kreiz ar plouz ! An dra-se am eus-me gwelet, ya!
.
Pelec’h ? E « Beth Lehem » (ma fell d’ar vrezhonegerien distagañ mat, n’eus nemet ober e doare hon yezh: Bet Lec’hem. N’eo ket diaes! Plijus kentoc’h, a lavarfen !). Un añv kozh-Noe ( !) pe dost, dre emañ an añv a Vetleem anavezet gant ar skribed hag ar veleien eus amzer ar Roue Herodez ( « kêr David, anvet Betleem » , Aviel Lukaz 2,4). En hebraeg e dalv an añv yuzev : « ti ar bara » . Souezhus, n’eo ket ta ! Pa ouezer pegen pouezus eo ar bara evit ar gristenien, ha petra a dalv war zachenn al lid.
E mare ganedigezh Jezuz ne oa bro Balestina ebet – diwar ar Romaned ha da heul distruj Templ Jeruzalem (+73) eo deuet an añv a Balestina. Diwezhatoc’hig e teuio Jeruzalem da vezañ anvet Aelia Capitolina(+ 130). Aes eo d’ar Vretoned kompren pegen pouezus eo añvioù ar vroioù koulz ha reoù ar c’herioù.
E mare a-vremañ emañ Betleem lec’hiet e bro-Balestina (Cisjordanie), en tu all d’ar voger-dispartiañ uhel. Ha, ne vern d’ar mare istorel, e chom tost da Jeruzalem (lakomp pemp pe c’hwec’h kilometrad). Soñj am eus koulskoude eus div blac’h yaouank eus ar vro gwelet eno. Pep hini anezho a oa he oad tro-dro da ugent vloaz: an eil a oa bet e Jeruzalem ur wech nemetken, e-korf he vuhez, eben morse! Betleem, hirio c’hoaz a chom ur vourc’h ma vez kizidik c’hoant ar frankiz! Betek-henn e chom un huñvre diposubl! Mes lavaret e vez ez eo bet empennet ar voger evit bezañ dismantret aes ha buan ! Un dazont, ur spi a zo ha pa vefe diaes bevañ e-harz ar voger (evel ma ra Seurezed en ur gouent gatolik e Betleem).
.
Distroomp da iliz-veur Kemper, en nozh Nedeleg.
Tost ouzhin, a-raok penn-kentañ an overenn, e glevan daou zen o komz e chuchumuchu: « Moi, je suis rationnelle et cartésienne » a lâr unan ouzh ur Feizad – ma m’eus komprenet ha divinet mat. Aes eo respont d’ur brederiadenn mod-se a zo ken boutin en amzer a-vremañ. War zigarez ar skianchoù ne vefe ket posubl bezañ er feiz ken? N’eo ket! Kristenien a zo o tro-spered ken skiantel hag hini forzh piv! Hag a-wechoù muioc’h skiantel c’hoazh, a lavarfen!
Dav eo tapout un tamm sevenadur hollek (culture générale) - ul lisead e dibenn e hentig-deskiñ a rankfe (a rankfe! Mes n’eo ket ken asur!) bezañ uhel a-walc’h e live war ar poent-se - , evit lakaat sell ar skiantour e-tal da sell an den a Feiz. Evit kompren an dra-se: ar memes den a c’hell bezañ dezhañ an daou sell, hini ar galon hag hini ar penn. Dre-se e c’heller kompren ar bed a-vremañ hag a-viskoazh. Setu perak e kinnigan ul liamm (atersadenn Gaël Giraud) e traon ar pennad.
.
Krog eo an overenn dre ur c’hantik brudet e brezhoneg, meurdezus e don, kanet gant ul lazh-kanañ. Kavet e vez ar poziou dindan amañ:
.
pozioù e brezhoneg (doare-skrivañ peurunvan gant aozer ar pennad, diwar al levrig « Kantikoù Brezoneg » , ML 2003)
.
.1
Pe trouz war an douar, pe kan a glevan-me?
Na kaer eo ar mouezhioù a zeu eus lein an neñv!
Aeled lavarit deomp: «Perak ho kanaouenn?
Er bed petra nevez ‘zo erru ha laouen? »
.2
Kanit ivez ganeomp, kanit pobl an douar,
Ni zeu da lâret deoc’h un nev(ez)enti heb par :
Ur mabig benniget, Roue Jeruzalem
A zo ganet ‘vidoc’h e kêr a Vetleem.
.3
En un taol ‘kreiz an noz eo ganet war ar maez
En ur c’hozh kraou disto’, ‘kreiz an dristidigezh,
« C’hwi a c’havo eno, dister etre daou loan;
‘Vit tomma e vemprou n‘e-n’eus ‘met o alan»
.4
Eno e vo gwelet Mestr braz an holl er bed
War un dornadig plouz en un nev astennet
Eñ ‘zeu da vezañ paour ‘vit hor pinvidikaat
‘Vit distag hor c’halon diouzh ar bed evit mat
.5
Erru eo an termen eus ar profesioù
O nozh mil gwech eürus a dorr hon liammou!
Kanit gloar hag enor da Jezuz, da Vari
Deuet eo Doue da zen, erru eo ar Mesi.
.
pozioù e galleg (troidigezh gant aozer ar pennad)
.
.1
Quel bruit sur terre? Quel chant est-ce que j’entends ?
Comme elles sont belles les voix célestes !
Anges, dites-nous: «Pourquoi votre chant?
Ici-bas, qu’est-il arrivé de nouveau et joyeux? »
.2
Chantez-aussi avec nous, chantez habitants de la terre
Nous venons vous dire une nouveauté absolue :
Un tout-petit béni, Roi de Jérusalem
Est né pour vous en la bourgade de Bethleem
.3
Tout d’un coup, en pleine nuit, il est né au-dehors
Dans une misérable crèche sans toiture, au cœur de la tristesse
« Vous le trouverez là-bas, faible, entre deux animaux ;
Pour réchauffer ses membres, il n’est que leur souffle »
.4
Là-bas, on verra le Maître suprême de tous en ce monde
Sur un picotin de paille, étendu dans une mangeoire (1)
Lui, devient pauvre pour nous enrichir,
Pour détacher notre coeur de ce monde, pour de bon
.5
Elle est arrivée l’échéance des prophéties
O nuit, mille fois heureuse, qui rompt nos chaînes !
Chantez gloire et honneur, à Jésus, à Marie
Dieu est venu en l’humanité, le Messie est arrivé.
(1) An nev = ar ger-se, e brezhoneg, a dalv « mangeoire » , mes ivez «nef » eus an iliz, war ar memes-tro.
.
Er mintin-mañ (devezh Nedeleg) e dlefe lidañ an Ao ‘n Eskob Laorañs Dognin un overenn evit prizonidi e toullbac’h Brest (hervez ar pez en deus lâret d’an holl dec’h da nozh). Gant ar c’hoant dezhañ bezañ tost ouzh ar re a zo laket er-maez ar gevredigezh. Ra nijo ar pennad-mañ a-dost da dost, evit ar re ne c’hellont ket fiñval (war zigarez harzou-labour, pe kudennoù yec’hed, pe me oar…) pe betek ar re a chom pell diouzh Breizh, e penn-pellañ ar rouedad pe ar bed.
Evel m’eo skrivet ouzh tal kirri-boutin kêr Gemper - e lizherennoù lugernus hag e brezhoneg mar plij-:
.
Nedeleg laouen ha bloavezh mat.
.
.
. Aviel Nedeleg (testenn vrezhonek, lec'hienn Eskopti Kemper)
.
. kantik «Pe trouz war an douar» (skrivet e 1743):
.
. kantik kan ha sonerezh Pajennad 12, 2 vunutenn 48 , lec’hienn Eskopti Kemper.
. kantik (2 vunutenn 35, lec’hienn kan-iliz.com
.
. Skianchoù ha Feiz
.
Gaël Giraud atersadenn ur c'hlasker ha beleg (sj). Ma vank an amzer deoc'h, kit war-eeun da vunutenn 27 pe 29 pe 38). Aes da selaou outi. Vidéo youtube (56mn), lec'hienn QG TV.
MAJ 28 Kerzu 2019 (testenn)