Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Klub ar C’hantved : ar galloud e penn ar fourchetez
Ha c'hwi a gred lenn an hevelep kazetennoù pemdeziek ha pennoù bras an ekonomiezh pe ar politik ? Neuze piv, en ho touesk, zo kap da baeañ 4 650 € bep bloaz
Par Gwenael Dage pour Ya ! le 17/01/11 11:08

Ha c'hwi a gred lenn an hevelep kazetennoù pemdeziek ha pennoù bras an ekonomiezh pe ar politik ? Neuze piv, en ho touesk, zo kap da baeañ 4 650 € bep bloaz (pe 25 € an niverenn bemdez !) evit ur gazetenn maketennet e-giz unan a Vro-Vulgaria tregont vloaz zo ?

Na bout e vehe dianav-dianav ar rummad kazetennoù-se (1 100 skouerenn moulet bemdez evit ar BQ) eo marteze ar re ma vez kavet muioc'h a voued diembann enne. Peder c'hazetenn : ar BQ da lâret eo ar Bulletin Quotidien (evit ar pezh a sell ouzh ar politik hag aferioù ar bed dre vras), ar C'horrespondance économique (ekonomiezh), ar C'horrespondance de la presse (mediaoù) hag ar C'horrespondance de la publicité (bruderezh) mui div sizhunieg : ar Bilan Hebdomadaire hag an Documents et Informations parlementaires. Peseurt perzhioù dibar zo d'ar c'hazetennoù-se eta ?

E berr gomzoù : enne e vez kavet tout ar c'heleier pouezus a vo lennet gant ar Yannigoù e-gistomp daou viz àr-lerc'h 'ba “Libé pe Le Monde, mui ar re ne vint ket embannet biken en ur gazetenn bennak all. Piv a vo anvet da gannadour e vro-mañ-bro ? Petra zo bet lâret er bodad-mañ-bodad e Komision Europa pe er Parlamant gall diàr-benn un afer mil-bouezus ? Eilennoù eus ar rummad lizhiri eskemmet etre ministred an ekonomiezh eus Bro-Frañs ha Bro-Alamagn diàr-benn Airbus pe an nukleel ? Setu un tañva eus ar pezh a c'hell lenn Yann Penn-bras b'ar c'hazetennoù-se.

Friko ar vegenn

Met 'ba pelec'h an diaoul e vez rastellet seurt traoù gant kazetennerion an SGP (Société Générale de Presse) a embann ar c'hazetennoù-se ? N'eus 'met sellet ouzh chomlec'h ar c'hazetennoù : 13 bali an Opera, 75 039 Paris cedex 1 an hini eo, da lâret eo e-lec'h m'eo staliet sez “Klub ar C'hantved” pe “ar C'hantved”. Petra eo ar c'hlub-se, 'mut-hu ? Ur c'hlub ha ne voc'h ket biken ezel anezhañ an hini eo, e gwirionez. Ur pemp kant bennak a izili ha plouk ebet e-gistoc'h en o zouesk. Tud a galite ne lâran ket. Evit bout ezel eus ar c'hlub-mañ eo ret kaout pe un tamm mat a c'halloud peotramant kaout kaoze, ha bezañ pedet. Prezidant ur c'huzul-departamant bennak lakaomp, ne vo ket degemeret b'ar stal, o dam nann, ken dister e c'hell bout e garg e-keñver ar re all. Memestra evit ur sekretour-stad bennak. Galloud ebet, friko ebet ! Neuze, n'eus ket ezhomm terriñ e benn evit gouzout piv a vez ouzh taol e sez an Automobile Club de France, el leti Crillon, ur wech bep miz : ar gouarnamant a-bezh, tud ar C'hac 40, tout an deknokrated c'hall hag holl renerien-skridaozañ ar c'hazetennoù, ar chadennoù hag ar radioioù “a-dalvoudegezh” (diàr o soñj). Mui un dornad pennoù brudet da zegas kred eus perzh metoù ar sevenadur evit kas ar gaoz en-dro, gant ma jaojont gant an arrebeuri, anat.

N'eo ket Klub ar C'hantved ur seurt frañmasoneri avat. Tamm ebet. N'eo ket pal ar gevredigezh-se kas stad Mab-Den war-raok, pell alese. N'eo ket kenebeut ur seurt Lion's Klub pe ur Rotary. Ne reont ket van ouzh ar vugale ampechet pe ouzh ar sevel skolioù er Senegal. Ur c'hlub kejañ, ne lâran ket. Ur c'hlub kejañ ma vez kaozeet, ma vez marc'hataet, ma vez eskemmet kartennoù-bizit ha keleier, ha ma vez graet marc'hadoù kuzh pe gushoc'h ennañ.

Tud ledan o spered

Marc'hadoù arc'hant a vez graet b'ar c'hlub ha marc'hadoù politik ivez. En arbenn m'eo... neptu penn-da-benn ar C'hantved en em gav tud eus PS hag UMP ouzh taol asambles, ha n'eo ket evit kregiñ an eil en egile. Met, souezhusat tra, n'eo ket difennet da stourmerien daonet ar bed koaniañ gant paotred an arc'hant bras. Jean-Christophe Le Duigou da skouer, penn-bras er CGT anezhañ, a zo ur predour istimet mat gant patroned ar C'hac 40. Komunourion zo ivez. Menegomp memestra eo Nicole Notat, bet e penn ar CFDT gwechall gozh, prezidantez nevez ar c'hlub abaoe miz Du, da-heul... Denis Kessler frankizour touet mard eus unan !

Kazetennerion o tevel

Ha perak an diaoul n'ho peus ket klevet anv eus ar stal-se 'ba “Libé” pe Le Monde a-raok, a c'houlennoc'h-c'hwi ? A-gaoz ma ya Jean-Marie Colombani, Serge July, Laurent Joffrin, Alain Duhamel hag all d'ober chervad da sez an Automobile Club bep Merc'her diwezhañ ar miz a'toue ! Estreget ar reuz a zo er mare-mañ abalamour da film Pierre Carles, “Fin de concession” (anv eus ar c'hlub ennañ) eo dibaot-mik ar pennadoù diàr-benn “Ar C'hantved” er mediaoù. Ha dañjerus e vefe evit skridaozer ur gazetenn bennak skrivañ ur pennad diàr-benn ar stal-se ? Ne chom ket renerien ar c'hlub da dortal pa vez anv da skarzhañ unan bennak evit abed-mañ-abeg, gwir. Forzh penaos e vez digouviet ez-otomatek a re a goll o galloud, o fost, o levezon, pe ar re tapet gante o 65 bloaz. Peseurt skridaozer “meur” a vefe sot a-walc'h evit lakaat en arvar e lec'h ken prizius a-fet titouroù ha darempredoù ?

Lakait fri hoc'h hezoug

'ba bedig-bed ar re a oar !

N'ho peus ket arc'hant a-walc'h evit koumanantiñ d'ar c'helaouennoù-se ? Arabat choaz etre Ya ! hag ar BQ ! Kit àr Twitter m'ho po un tañva eus ar pezh vez embannet ba kazetennoù tud eus an dibab. Setu ur roll a gontoù : tanguydemange, laurentBQ (e penn div gelaouenn eus ar rummad anezhe) ha corres_presse.

Jean-Christophe Le Duigou : frikoter gant an diaoul ?

Jean-Chistophe Le Duigou, penn-bras eus an UNEF e Breizh anezhañ pa oa studier, armerzhour, rener bras an tallhoù war e leve, sindikadour, ezel eus ar PCF met enebour touet ouzh tu-kleiz pellañ ar CGT. N'eus nemet lenn ingal ar c'hazetennoù trotskour (evel hini LO), mao (Partisan) pe komunour eus an tu pellañ (Bellaciao) evit kompren pegen argaset e c'hell bout hemañ gant stourmerion ar sindikad. E gwirionez e c'hell Yann vanifestour bout strafuilhet gant JCLD, kuzulier ispisial Bernard Thibault anezhañ. E-se, Jean-Christophe Le Duigou en deus itriket kement ha ma c'helle e-pad ar manifestadegoù a-enep ar raktres lezenn war al leveoù a-benn mestroniañ an emsav. Diouzhtu-kaer e oa graet ar jeu etre sez ar CGT e Montreuil ha Sarkozy : “Ar vevenn ne dalve ket ar vezherenn.” Ur barrad a vanifestadegoù evit lakaat an dud da zisac'hañ a zo bet dalc'het ha mat-pell-zo. En eskemm da betra avat ? Gwell a vo. Ar rummad lezennoù da zigeriñ marc'hadoù d'ar c'honkurañs da zont (diàr urzh Brusel) a zegaso dimp ar rag hag ar perag moarvat...

Daoust hag-eñ eo bet marc'hataet sioulder ar CGT a-fet ar retredoù e Klub ar C'hantved gant Jean-Christophe Le Duigoù, eel embannet gant reoù zo ? Den ne oar, e gwirionez. Pezh zo, ne oa ket tomm hemañ da zerc'hel da benngredenn ar 37,5 vloaz labour, e-giz en doa skrivet e-barzh al levr Dazont ar retredoù (kenskrivet gant ur c'homper eus ar CFDT). "Setu ur sindikadour hag a c'heller komz gantañ" a vez klevet 'ba bed ar MEDEF.

N'en em chaoko ket JCLD gant e leve dezhañ, nebaon tudoù. Hemañ zo àr e leve abaoe 2009, ha bep miz en dez etre 3 275 € (poz dezhañ) ha 9 000 € (poz d'ar gazetenn Le Monde) evit kenderc'hel da brientiñ an Dispac'h Bras.

Menegomp ivez e oa bet lakaet da Varc'heg al “Légion d'honneur” e miz Ebrel 2010, un dornad mizioù a-raok ma krogfe ar jeu eta... Pebezh taol-chañs !

Breizhiz chik ha cheuc'h ?

Diaes gouzout peseurt Breizhiz zo “b'ar jeu” kar, estreget Jean-Christophe Le Duigou hag a oa Breizhad pa oa yaouank, n'eus nemet Patrick Poivre d'Arvor, Christian Noyer hag Anne-Marie Idrac hag a vefe anavezet e-giz kouvidi.

Nebaon tudoù, ni zo b'ar jeu ivez ! Jean-Yves Le Drian, Jacques Floch, Pierre Maille, ha reoù all, zo Frañmasoned anezhe.

Fabien Lécuyer

Trugarez da Ronan Le Flecher evit e ditouroù

Cet article a fait l'objet de 1429 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons