Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Bugale Elian war al leurenn
Bugale Elian war al leurenn
Jean-Luc Roudaut ha Noah
Jean-Luc Roudaut ha Noah
Dek bloavezh c'helenn divyezhek (1)
Dek bloavezh c'helenn divyezhek (1)
Dek bloavezh c'helenn divyezhek (2)
Dek bloavezh c'helenn divyezhek (2)
Skritelloù evit ar sonadeg
Skritelloù evit ar sonadeg
Jean-Luc Roudaut ha Noah. Dekvet deiz-ha-bloaz  skol bublik divyezhek Elian (Penn-ar-Bed).
Jean-Luc Roudaut ha Noah. Dekvet deiz-ha-bloaz skol bublik divyezhek Elian (Penn-ar-Bed).
- Chronique -
Eliant : dek bloavezh a zivyezhegezh !
Lidet eo bet war un ton bras dek bloavezh skol bublik divyezhek Eliant (pe Elian) disadorn.
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 7/04/24 22:37

Ma ne ouioc’h ket pelec’h emañ Eliant (Elliant e galleg, Elian hervez tud ar vro?), kit war lec’hienn ar gumun . Divyezhek eo anvioù ar rubrikennoù : e galleg hag e brezhoneg ivez. Brav, n’eo ket ’ta ! E-kreizig «ar vro velenik» emaomp, ma vez «ar Veleneged» o vevañ enni. Ur bagad a vrud vat, anvet «bagad bro Melenig» , zo er vro-mañ. Tost da Gemper emaomp, da lâret eo e Kerne Izel eta.

Jean-Luc Roudaut ha Noah.

Hiriv emaer o lidañ dekvet deiz-ha-bloaz ar c’helenn e brezhoneg (evit an hanter eus ar c’helenn) er skol gentañ derez, deuet da vezañ ur skol divyezhek, eveljust. Evit lidañ an darvoud-se en un doare dereat eo bet pedet ar c’hanour Jean-Luc Roudaut , e sal ar Sportoù, braz a-walc’h evit degemer kalzig a dud. Brudet eo al Leonad e bed ar vugale abaoe pell, e Breizh a-bezh. Paz eo erruet an oad, ez eo e galon ken birvidik ha biskoazh ma z eo un dudi ouzh e selaou koulz hag e welout, doujus hag en e vleud gant ar vugale vihan, war al leurenn.

Ar vugale war al leurenn.

Ar vugale just a-walc’h, zo oc’h en em staliañ war al leurenn, an eil rummad war-lerc’h egile, paotredigoù ha merc’hedigoù, skoaz ouzh skoaz… Pep klasad en do e vomed a blijadur, o kanañ a-bouez-penn, e-barzh ar mikroioù, dirak an tadoù ha mammoù… … Soñjit ‘ta ! Pebezh avantur ha pebezh lorc’h ! Fromus eo. Plijus ha lusket brav eo pep tra. Brav ha micherel eo ar binviji muzik implijet er familh Roudaut. Ur gitar-sec’h evit an tad. Ur bitrak drol a-walc’h anvet an «handpan» hag ur gitar-tredan evit ar mab (Noah ) hag a zo en e vleud ivez ken ez eo deuet din ar soñj oa eñ ar mestr-skol amañ!

Dav eo din ivez menegiñ teknikour ar son, a zo e vizied o redek eus an eil nozelenn dredan d’eben war un daolenn deknikel kevrinus a-walc’h, me lâr deoc’h !... Hag an holl o deus roet an dorn evit sevel an abadenn-mañ : ar gerent hag all…

Kanaouennoù skrivet evit ha gant ar vugale.

Simpl eo ar pozioù, skrivet gant ar vugale o-unan. Ur mennozh mat, hag ur gwir raktres evit ar skolidi. N’it ket da vezañ souezhet pa vez anv eus traoùigoù eus ar vuhez pemdeziek er skol ! Barzhoniezh ha fent zo ivez. Hag evit ar re vihanañ, sikouret int gant rikoù-kartoñs : koumoul brav rubanoù livet ha ledan a-istribilh dindane da ziskouez ar glav ! Marvailhus ! Eus an dibab, ne gav ket deoc’h ?

Ar skolidi zivyezhek koulz hag ar re unyezhek.

Dav eo gouzout un dra gaer ivez. Bez ez eus bugale unyezhek (da lâret eo gallegerien hepken) war al leurenn. War o goulenn eo ez eo bet divizet an dra-se. Mod-se ne vo gwallziforc’h ebet er gumun. Laouen e vo an holl. Rak-se ivez ez eus bet kompozet ur c’han dezhañ pozioù e galleg, an diskan o vezañ e brezhoneg.

Pozioù. Teir skouerenn.

Taolomp ur sell bremañ ouzh ar pozioù. A-drugarez d’an Intron Roudaut ez eo posubl kinnig anezhe deoc’h. Da skwer :

Ne ya ket mat ganit ! (GS/CP/CE1 divyezhek)

Digoret ‘m eus dor ar c’hlas

Pep hini war-sav war an taolioù

Perak ’ta ? Perak ’ta ?

Ne ya ket mat ganit !

Azezet ‘m eus (1) war ar bankoù

Kouezhet on war ma feskennoù

Perak 'ta ? Perak ’ta ?

Ne ya ket mat ganit !

Kopiañ kentelioù er c’haieroù

Siwazh ‘m eus ket kavet ar c’hreionoù

Perak ’ta ? Perak ’ta ?

Ne ya ket mat ganit !

C’hoant am boa da skrivañ lizherennoù

Faziet ‘m eus, treset ‘m eus sifroù !

Perak ’ta ? Perak ’ta ?

Ne ya ket mat ganit !

(1) Notenn gant M.K. : Azezet on / azezet em eus ur bugel … Taolet em eus ma fouez (ma revr, met n’eo ket dereat)

An devezh skol (GS/CP/CE1 divyezhek et CP/CE1 unyezhek)

Setu an devezh skol

Adkavet ‘vez an holl

Kavet ar vignoned

Ba’ c’hantin vez debret

Ba’ c’hlas vez labouret

Setu an devezh skol

Adkavet ‘vez an holl

A l’école tous les jours on grandit

On compte, on lit, on écrit

Pas toujours facile de se concentrer

Mais quel bonheur de progresser

Setu an devezh skol

Adkavet ‘vez an holl

Komzet ‘vez galleg

Hag ivez brezhoneg

C’hoariet ‘vez er-maez

Plijadur war ar porzh

Echu an devezh skol

A-benn warc’hoazh d’an holl !

1,2,3 (Un, daou, tri)

1,2,3 (Un, daou, tri)

Deomp da skol Elian

1,2,3 (Un, daou, tri)

Skol ar vugale vihan

4,5,6 (pevar, pemp, c’hwec’h)

O rinklañ war an erc’h

4,5,6 (pevar, pemp, c’hwec’h)

O rinklañ war an erc’h

Gant pozioù seurt-se, ijinet evit ar re vihanañ, ez eo sur e vo gouestl ar vugaligoù (brezhonegerien pe gallegerien hepken) da zistagañ splann al lizherenn «c skrap h» , ken brav ma z eo hi d’hon divskouarn, o buhez pad.

Ur bladenn-arc’hant raktreset

Da heul an darvoud-mañ e vo embannet ur bladenn-arc’hant an holl kanaouennoù warni, tro-dro da viz Mezheven o tont. Neuze, ma vezoc’h dedennet gant-se e c’hellit he rakprenañ (mont e darempred gant skol bublik Elian pe gant Jean-Luc Roudaut).

Evit echuiñ hag evit reiñ kalon d’ar vugale e voe kinniget dezhe un tamm adverenn ! Menam-menam ! D’an dud gour e voe posubl kaout ur grampouezhenn pe lonkañ ur banne eus ar vro. Ale, gouel vat d’an holl !

Gerioù

. Bro Melenig e brezhoneg flour : ar vro velenik. Le pays Melenig (distagañ «ik» ar silabenn ziwezhat). Melen, diwar liv ar gwiskamantoù en naontekvet kantved. Ur c’hornig-vro all, nepell diouzh amañ, zo brudet ivez dre liv e wiskamantoù : ar vro glazik, an hini eo. N’it ket da gemmeskañ an traoù, hañ !

. nozelenn dredan un bouton (électrique), plac’h eo ar ger e brezhoneg

. rikoù accessoires (geriadur Andreo ar Merser). Rikoù, Reizhoù (geriadur Martial Menard)

. rinklañ riklañ, risklañ

. menam-menam ! pe manam-manam ! Pa vez saourus un dra-bennak ! Miam-miam ! e galleg

Mersi bras da vMark Kerrain evit adlenn ar pennad-mañ.

Voir aussi sur le même sujet : Elliant, bilingue, Roudaut
1  0  
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons