Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Daet eo er-maez an niverenn 77 ag An Dasson !
Div wezh bep blez e kinnig deoc’h ur bareig ag ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna danvez fonnus ha liessort en he c’helaouenn An Dasson. Niverennoù a zo bet graet èl-se
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 3/07/13 0:09

Div wezh bep blez e kinnig deoc'h ur bareig ag ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna danvez fonnus ha liessort en he c'helaouenn An Dasson. Niverennoù a zo bet graet èl-se àr gumunioù bro an Alre èl Lokmariakaer (niv. 72) ha Pleuwigner nevez zo (niv. 76), pe c'hoazh àr demoù èl kontadennoù ar vro (niv. 73, ur bladenn geti), an toponimiezh (niv. 74), ar c'hreoleg (niv. 75), ha c'hoazh.

En niverenn nevez-flamm-mañ, titlet Troioù ha distroioù, e veoc'h kaset da heul David ar Rouz, troour anezhoñ, dre soñjoù ha beajoù liessort. Goude an atersadenn kaset get Kristian Le Meut ha Patrick Drean e c'helloc'h neuze lenn :

ur pennad-skrid a-ziàr an troiñ, e vicher gentañ ha danvez e brederi a-c'houde gwerso ivez : petra eo ? penaos e c'hell bout talvoudus evit ar re hag a faot dezhe gober get yezhoù èl ar brezhoneg ? ha goulennoù (ha respontoù !) interesus arall ;

- un deskrivadenn a Vro Valensia e Spagn, p'en deus an aozour darempredet stank ar vro-se ha desket neuze ur yoc'h traoù diàr he fenn : ar vro dre vras, he sevenadur ha liammoù get hor bro-ni en deus lakaet àr-wel er pennad-skrid-mañ ;

- un destenn a-ziàr buhez Sant Visant Ferrer – ganet e Valensia e 1350 ha marvet e Gwened e 1419 – hag a c'heller kavet e iliz-veur Gwened, troet e katalaneg ha bremañ e brezhoneg evit An Dasson ;

- ur pennad-skrid a-ziàr ar speredelezh hag ar liamm a c'heller amprouiñ get ar brezhoneg : e gwirionez e vez implijet ar brezhoneg en un endro divyezhek (d'ar bihanañ) ha gellet a ra sikour get Yann brezhonegour en e vuhez pemdez anavet istor ar yezh hag e zoberioù dezhoñ e-unan ;

- un danevell skrivet blezadoù zo ha bet priziet get ar gevredigezh Kentelioù an Noz en Naoned da geñver ur genstrivadeg aozet get ar skolidi : awenet e oa bet get un enezenn vrudet du-mañ.

Èl kustum a-c'houde mand eo bet implijet get ar Gerlenn, ema bet talvoudekaet ar skridoù get Olivier Berson, duac'h da sevel maketennoù brav d'an niverennoù, an eil àr-lerc'h eben.

Àr lec'hienn ar Gerlenn, www.kerlenn-sten-kidna.com, e c'helloc'h koumanantiñ (15 ¤ evit div niverenn kaset dre an ti-post) pe goulenn ma vo kaset deoc'h ur skouerenn ag an niverenn-mañ. Kerlenn Sten Kidna ivez (6 ru Joseph Rollo 56400 An Alre). Niverenn 77 An Dasson : 70 pajenn. 8 ¤ an tamm (10 ¤ dre lizher). stenkidna2 [at] wanadoo.fr

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons