Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
An Dasson 78 : ar c'han e Bro Gwened/e koun Jean Le Meut
Bep blez e kinnig deoc’h ur bareig ag ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna danvez fonnus ha liessort en he c’helaouenn divyezhek An Dasson (brezhoneg-galleg). Gouestlet eo an niverenn nevez-flamm-mañ d’ar
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 21/04/14 16:05

Bep blez e kinnig deoc'h ur bareig ag ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna danvez fonnus ha liessort en he c'helaouenn divyezhek An Dasson (brezhoneg-galleg). Gouestlet eo an niverenn nevez-flamm-mañ d'ar c'han e Bro-Gwened. Kavet a raer enni un hir a atersadenn get Dédé Le Meut, e koun e dad, Jean Le Meut, hag ivez ur pennad-skrid hag a zo danvez ennoñ, diazezet mand eo àr atersadennoù get kanerion anavet en hor bro : Jorj Belz, an Diaoulezed, Gael Lorcy, Yann Raoul, Nolùen er Vuhé. Èl kustum ema bet talvoudekaet ar skridoù get Olivier Berson, duac'h da sevel maketennoù brav d'an niverennoù, an eil àr-lerc'h eben. Evit homañ en deus graet get fotoioù dispar kaset get an arzourion o-unan.

Niverennoù a zo bet graet èl-se àr gumunioù bro an Alre èl Lokmariakaer (niv. 72) ha Pleuwigner nevez zo (niv. 76), àr demoù èl kontadennoù ar vro (niv. 73, ur bladenn geti), an toponimiezh (niv. 74), ar c'hreoleg (niv. 75), pe c'hoazh diàr skridoù aozerion zo èl Patrick Drean (niv. 71) ha David ar Rouz (niv. 77), ha c'hoazh.

Gouestlet e vo an niverenn 79 ag ar gelaouenn d'an tier ekologel e Bro-Gwened ha donet a ray er-maez a-benn an hañv, pechañs.

Dre lec'hienn ar Gerlenn, www.kerlenn-sten-kidna.com, e c'heller koumanantiñ (15 ¤ evit div niverenn kaset dre an ti-post) pe goulenn ma vehe kaset ur skouerenn ag an niverenn-mañ. Gellet a raer kavet ar gelaouenn e sal Kerlenn Sten Kidna ivez (6 ru Joseph Rollo en Alre) hag e stalioù-levroù ar vro : Coop Breizh (An Oriant) ; Lenn ha dilenn (Gwened) ; Breizh ma Bro (An Alre) ; stal-kazetennoù Jéhanno, plasenn ti-gar an Alre.

Niverenn 78 An Dasson : 40 pajenn. 5 ¤ an tamm (7 ¤ dre lizher). Postel : stenkidna2 [at] wanadoo.fr. Pellgomz : 02 97 29 16 58.

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons