Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Conference debat -
50 den evit studiañ an araogennoù get KEAV
Un toullad a dud aketus evit prezegennoù kaer ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 25/02/12 19:34

François Louis da vintin, Mark Kerrain goude merenn, hag e sal vras Plañvour, studierien, kelennerien kentelioù noz, skolioù, skolaj, tud war o leve dedennet bras gant ar brezhoneg,... o selaou pegen a-bouez eo an araogennoù evit lemel levezon ar galleg ur seurt.

E brezhoneg bro Gwened, vez ket lavaret "dastum an avaloù douar" met "serriñ" anezho. Ha gant ar verb arru (erruout) ez eus a bep seurt impliopù : meur a ugent troidigezh en galleg ! "Arru gant" pe "arru ar" : disheñvel mik ! "Arru ganin un dra bennag" a dalv eo c'hoarvezet un dra bennag gant ma volontez din-me. "Arru ur vombezenn warnon", ret e vo din gouzavñ un dra bennag ne m'eus ket raktreset ...

Dedennus-kaer e oa an abadenn. Peadra evit lakaat tud a gomz KLT da gomprenn tud bro Gwened. Mont a raio war raok kalite ar yezh komzet ha skrivet gant seurt stummadurioù, me gav ganein, un dra sur !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 2 commentaires
MICH BEYER Le Dimanche 26 février 2012 19:55
ARAOKADENNOÙ PE ARAOGENNOÙ, ENO 'MAÑ AN DALC'H, E-GIZ MA LAVARE WILLIAM S...
KAERAT LAPSUS !
(0) 
T. Gwilhmod Le Lundi 27 février 2012 19:59
Ya, talvoudus bras eo seurt studioù : dreist-holl gant ar pal da binvidikaat "ar genyezh". Enebiñ Gwnedeg ha KLT a zo drastus evit dazont ar brezhoneg. Gwenedeg ha KLT a ya da get ha warc'hoazh ne vo mui a rannyezhoù, ha gwel a se, rak ne reont nemet disleberiñ ha bruzhunañ a feur ma rouesa implij ar brezhoneg e Breizh Izel e-touez an dud war ar maez.
Ret eo ivez diwall diouzh un dra all : pinvidikaat ar genyezh eo 'zo d'ober ha n'eo ket lakaat en-dro en implij troiennoù ha na zegasont netra nevez a-fed ster.
Rak, evel broadelour, da heul RH pe YO e soñjan e ranker "krouiñ" ur genyezh, yezh ur gumuniezh politikel, dezhi "ur prezeg" dezhi hec'h-unan. Er par se ur PJ Hélias pe zoken ur Mikael Madeg ne gemeront ket perzh er genyezh se peogwir o skridoù ne zegemeront ket nag an doare-skrivañ unvan, nag ar c'heriaoueg a vez goveliet gant ar gumuniezh-se, dreist-holl da heul "Skol Walarn"
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons