- Communiqué de presse -
Sinadeg : Un Tele breizhat evit an holl
En darn vrasañ eus broioù Europa e kaver chadennoù rannvroel a skign programmoù digoust (Rouantelezh unanet, Spagn, Alamgn h.a.). Ganet e oant evit an darn vrasañ anezho e penn kentañ ar bloavezhioù 80, berzh a reont holl pa grouont postoù labour ha mat int ivez evit skeudenn ar vro
Par pour Un Tele Breizhat evit an Holl le 17/12/03 16:29

En darn vrasañ eus broioù Europa e kaver chadennoù rannvroel a skign programmoù digoust (Rouantelezh unanet, Spagn, Alamgn h.a.). Ganet e oant evit an darn vrasañ anezho e penn kentañ ar bloavezhioù 80, berzh a reont holl pa grouont postoù labour ha mat int ivez evit skeudenn ar vro : 2000 post labour zo bet krouet gant chadenn Kembre S4C, 1000 post labour en Euskadi, daou film eus Kembre zo bet kinniget evit an Oscar pa n’he deus ar chadenn-se nemet ugent vloaz…

Warlerc’h eo chomet ar Frañs, n’eus chadenn tele rannvroel ebet a zo digoust hag emren.

- Frañs 3 ne ra nemet diskregiñ eus he abadennoù broadel da skignañ un nebeud abadennoù rannvroel

- TV Breizh he deus ranket cheñch penn d’ar vazh en despet d’ar strivoù a oa bet graet e-pad tri bloaz evit lakaat anezhi da zont da vezañ ur gwir chadenn vreizhek. Deut eo da vezañ ur chadenn hollek pa ne oa nemet 10% eus ar Vretoned a c’halle tapout anezhi (skignet e vez dre ar fun pe al loarell, paeañ a ranker).

Goulenn a reomp groñs ma vo savet e Breizh evel en holl vroioù en Europa ur gwir chadenn rannvroel digoust o skignañ war ar rouedad hertzian, analogel da gentañ ha niverel goude-se.

Evit ober an dra-se e c’houlennomp digant ar CSA (Conseil Supérieur de l’Audiovisuel) dieubiñ an holl frekañsoù hertzian a zo tu da gaout e Breizh ha reiñ an aotre da skignañ war ar frekañsoù-se ur gwir chadenn vreizhat emren

=> Sinadeg : (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet :