La force tranquille de Diwan : la rentrée expliquée par Stéphanie Stoll

-- Langues de Bretagne --

Communiqué de presse de FC
Porte-parole: Fanny Chauffin

Publié le 9/09/15 16:58 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Énergie et réalisme : la deuxième femme présidente de Diwan cultive le partenariat et les initiatives des associations de parents d'élèves.

ABP : - La rentrée Diwan s'est apparemment bien passée. 6% de croissance, la barre des 4.000 élèves franchie... Comment expliquez-vous ce phénomène ?

Stéphanie Stoll : - Par la qualité du travail des équipes pédagogiques et des AEP. Les familles se rendent compte de l'intérêt des écoles en immersion et sont de plus en plus nombreuses à faire confiance à Diwan aux passages de la maternelle au primaire, du primaire au collège et du collège au lycée.

Les excellents résultats scolaires du lycée ne sont pas étrangers à ce phénomène. Conscients d'un système scolaire qui a fait ses preuves, les familles ont compris que l'enseignement Diwan était de qualité, et ouvrait les enfants vers la diversité. Le taux de confiance est important, la dimension humaine très grande.

ABP- Quelles sont les relations entre l'Éducation nationale et Diwan ?

Stéphanie Stoll : - Une convention a été signée avec les rectorats de Rennes et de Nantes en décembre 2014/janvier 2015, ce qui a permis la contractualisation rapide de nouvelles écoles et a facilité le financement des postes de Bourbriac et Fougères. Le fait que 232 élèves supplémentaires soient scolarisés à Diwan a tout de même entraîné une surdité de l'Éducation nationale pour faire face à ces nouveaux besoins. Des efforts incommensurables ont été faits, des démarches continues, la manifestation de mars 2015, les démarches fréquentes du bureau et des services de Diwan, empêchent l'association de se mobiliser sur des enjeux d'avenir. Difficile de lever les yeux quand on a toujours le nez dans le guidon...

ABP - Quel message voudriez-vous adresser aux décideurs, aux politiques, comme aux personnes préoccupées de l'avenir de Diwan ?

Stéphanie Stoll : -Diwan ne pourra pas tout faire seul. Néanmoins il faut donner à Diwan les moyens d'accomplir sa mission. Même si de nombreuses collectivités soutiennent Diwan avec la mise à disposition de locaux, avec des subventions, aujourd'hui cela ne suffit pas : nous sommes à un moment charnière de la transmission de la langue, il faut former des jeunes.

Depuis deux ans, Diwan attend que enfin la «Convention spécifique aux langues de Bretagne» (Ayrault, décembre 2013) soit enfin signée pour donner des moyens à Diwan. Il faut aussi plus de postes dans les concours, plus de moyens pour Kelenn qui a vu son budget diminué de deux fois et demie depuis 2012-2013.

Il faut également pérenniser les personnels ASEM dans les écoles, des personnes pourtant motivées et qualifiées qui ne peuvent continuer car Diwan est trop pauvre pour pérenniser leur emploi.

Le financement du volet animation dans les internats des collèges et du lycée a été pris en charge par la Région, mais pas par l'État dans le contrat de plan État Région.

Un entretien en breton, sur d'autres sujets concernant Diwan ;

Atersadenn evit an ABP, gant ur plac'h a gonto e bed ar vrezhonegerien

ABP- Stefani, penaos eo tremenet an distro-skol ?

Stefani Stoll - Tremenet mat dre vras. Muioc'h-mui a vugale a vez degemeret e skolioù, skolajoù ha lise Diwan. Ar bloaz-mañ e oamp o c'hortoz da dremen a-us d'ar varrenn a 4.000 skoliad hag e gwirionez hon eus degemeret 4097 bugel.'Benn ar fin ar c'hresk a zo 6%, ar pezh a zo mat-tre evit Diwan.

Se zo an tu mat, met ar c'hresk-se a sach war hor frammoù, ha diaes eo tutañ skolaerien ha kelennerien. 'Benn ar fin omp deuet da gavout tud a-walc'h evit pep klas, mankout a ra c'hoazh ur c'helenner galleg e Gwiseni hag ur c'helenner sport e Plijidi, met dre vras omp deuet a-benn da gaout ar c'hempouezh etre niver a skolidi ha niver a gelennerien. Labour'zo e Diwan, forzh peseurt barregezh e vefe : kelenn, sekretourva, kasourien...

ABP- Bout eilbrezidantez Diwan, goude Annie Le Corre, penaos eo ? Ur vicher aes eo ?

Stefani Stoll - Evit ar poent emaon o teskiñ ar vicher, ur vicher dedennus eo, micher paotr, pe micher plac'h ? Ne c'hellan ket lavarout. Ar pezh a zo splann din eo a-bouez da lakaat merc'hed da gemer kirriegezhioù, ar pezh n'eo ket anat da galz merc'hed zo. Koulskoude int barrek. Diaesoc'h pe aesoc'h ? N'ouzon ket. Evit ar poent e burev Diwan, emaomp muioc'h a vaouezed eget a baotred, n'eo ket doujet ouzh an ingalded, ar fed kontrol eo ! A-bouez eo d'ar maouezed kemer kargoù dre vras er gevredigezh, e bro C'hall, er bed a-bezh.

ABP- Petra eo ar pep diaesañ evidout ?

Stefanie Stoll - Evidon, an dra diaesañ a zo lakaat an dud da gompren ne c'hell ket Diwan diskoulmañ pep tra. Pa ne vez ket laret «ya» gant Diwan, n'eo ket peogwir n'eus ket a youl gant Diwan. Youl a vez atav gant Diwan.

Da skouer, «petra ra Diwan evit tutañ skolaerien ?» Diwan a ra kalz koulskoude, krouet gantañ ar greizenn Kelenn e Kemper. Ken nebeut a arc'hant a zo ganimp evit ober al labour-se, n'eo ket ken anat. Ober a reomp pezh a c'hellomp.

«Petra ra Diwan evit brezhonekaat pep skritell embannet gant ur skol ?» Se zo goulennoù ordin, peurliesan ar skritelloù-se a zo bet graet gant familhoù o deus dibabet lakaat o bugale e diwan met ne gomzont ket brezhoneg.Ret eo kompren an dud-se a ra o seizh gwellañ evit ober an traoù-se.

ABP - Penaos e rafez, gant ur vazh hud, evit ma vefe muioc'h a vrezhoneg e buhez pemdez ar Vretoned ?

Stefani Stoll : - Lakaat pep den a zo e Breizh da gavout lorc'h ennañ evit an 2yezezegezh, rein fiziañs en dud a gomz brezhoneg ha n'o deus ket bet ar chañs da skrivañ na lenn, labourat evit ma greskfe ar fiziañs en dud o deus dibabet diwan pe rummadoù divyezhek, ar pezh e vefe ul lorc'h, hag evit tud unyezhek, e vefe un teñzor bremañ er vro eo kaout ar brezhoneg.

Met siwazh n'hon eus ket ar vazh burzhudus-se : gant youl tud zo, desket, e c'hellomp ober traoù, met ken kreñv eo pouezh an istor, n'eo ket ken anat, met arabat koll kalon.

ABP - Petra 'pije c'hoant da lavarout d'ar gerent a zo etre daou evit lakaat o bugale e Diwan pe en ur rummad divyezhek ?

Stefani Stoll - N'eus netra ken plijus pa z'out tad pe mamm da zeskiñ traoù dre da vugale, hag alies e c'hoarvez an traoù-se pa 'maint o kreskiñ, o lakaat ac'hanout da zizoleiñ bedoù nevez. Ha gant Diwan ez eus tu da lakaat ar vugale da gas dit traoù klewet dre ar skol adalek 2-3 bloaz, ha se zo talvoudus evit ar yezh, ar sevenadur hag evit al liammoù familh.

Voir aussi :

Cet article a fait l'objet de 1292 lectures.
mailbox imprimer
Correspondante multimédia pour l'ABP d'abord, puis porte-parole de Taol Kurun, enfin chercheuse à l'Université Rennes 2 au laboratoire Ermine et au CRBC.

Vos commentaires :

Écrire un commentaire :

ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés. Par contre l'utilisation d'anonymiseurs pour modifier votre numéro ip entrainera la suspension de vos commentaires.