Kejadennoù diwar ar skrivañ evit ar c'hoariva a-vremañ e brezhoneg

-- Cultures --

Agenda de C'Hoariva
Porte-parole: Kevredad C'Hoariva

Publié le 10/03/16 10:43 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Daou zevezh eskemm, tabutal, dizoloiñ, deskiñ ha mont war-raok war dachenn ar grouiñ, ar skrivañ, an treiñ evit diorren ar c'hoariva a vicher e brezhoneg. Digoust, Divyezh ha Digor d'an holl.

Aozet e-kennver sizhunvezh ar brezhoneg gant Teatr piba, SKED ha C'hoariva, gant skoazell KEBK (Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek), Ti ar C’hoariva, Levrioù ha Lennadennoù e Breizh, Ti-Kêr Brest.

Gant sikour DRAC-Breizh ha Rannvro Breizh.

Ti ar C'hoariva Brest 18-19 a viz Meurzh.

Pa'z eus anv da sevel pezhioù-c'hoari a-vremañ e brezhoneg e teu war-wel dalc'hoù ar skrivañ dramatel hag ar sevel oberennoù lennegel e brezhoneg / en ur yezh rannvroel.

Pe vefe gant an arzourien, ar skrivagnerien, an troourien petramant c'hoazh gant an embannerien hag ar broduerien, e sav goulennoù ingal 'vit pezh a sell diouzh ster an oberezhioù dramatel, a-zivout o liammoù gant ar bed-holl ha gant an arvestourien.

Setu abalamour da betra hon eus bet c'hoant da ginnig daou zevezh divizoù digor d'an holl a-benn prederiañ war kenarroud dibar ar skrivañ hag ar c'hrouiñ a-vremañ e brezhoneg.

D’ar gwener 18 a viz Meurzh

- 9e30 Degemer ha digorradur gant {It. Lena Louarn}, Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh.

- 10e Prezegennoù, eskemmoù, c’hoariva.

- Hanterour{ Ronan Calvez}, CRBC – Skol-Veur Breizh Izel.

- Test meur {Christian Ryo}, rener Levr ha Lennadoù e Breizh

Gant

- Madelena Gonzalez, Skol-Veur Avignon : C’hoariva ar minorelezhioù er bed ingalet a-hiziv.

- Francis Favereau, Skol-Veur Roazhon 2 : Ar c’hoariva e brezhoneg en ugentvet kantved.

2e30 – 6e noz

- Mélanie Jouitteau, CNRS : Implij ar code-switching er c’hoariva brezhonek a-vremañ.

- Erwan Hupel, CRBC, Skol-Veur Roazhon 2 : Ma c’helljen-me c’hoari laouen… Ar c’hoariva brezhonek ha stad, stourm ha planedenn ar yezh.

Frapadoù c’hoariva gant :

La Obra ha Teatr Piba

-----

D’ar sadorn 19 a viz Meurzh

9e30 – 6e noz

Devezh eskemm ha taolioù krenn war demoù lieseurt.

Pep hini a c’hello kemer perzh e daou ziviz da bep prantad. Digor d’an holl ha divyezhek. Ret eo lakaat ec'h anv en a-raok.

- Skrivañ evit ar c’hoariva, eus ar barzhoniezh d’ar politikerezh.

- Skrivañ a-stroll ha kenskrivañ : skiant-prenet, dalc’hoù ha daeoù.

- Reiñ lañs d’ar skrivañ evit ar c’hoariva brezhonek.

- Liesyezhegezh ha yezhoù minorel : dalc’hoù ar skrivañ pezhioù-c’hoari ?

- Peseurt raktresoù embann c'hoariva evit peseurt publik ?

- Skrivagnerien pe droerien : en em stummañ war an dramaouriezh ?

- Kenlabourat a-benn sevel raktresoù c’hoariva.

- Ken-produiñ pe brogrammiñ krouidigezhioù e Brezhoneg : peseurt pouez ?

Lec'h : Ti ar C'hoariva : 12 straed Goasdoue - Lambezelleg - Brest

Titouroù ha lakaat ec'h anv :

Teatr Piba : teatr.piba [at] gmail.com : 06 83 85 03 47

C'hoariva : choarivabrezhonek [at] gmail.com : 06 38 78 35 15

Document PDF flyerkejadenn_war_ar_skriva.pdf Programm. Source : Teatr Piba
Voir aussi :
mailbox imprimer
E miz Mae 2005 e oa bet savet ar gengevredigezh C’Hoariva a-benn reiñ lañs d’ar c’hoariva brezhonek. Bodet e vez enni strolladoù c’hoariva ha kentelioù c’hoariva er skolioù, skolajoù pe liseoù.

Vos commentaires :

ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés. Par contre l'utilisation d'anonymiseurs pour modifier votre numéro ip entrainera la suspension de vos commentaires.