Strollad Kerent Kelennerien Evit Ar Brezhoneg
Comité Parents Professeurs Pour Le Breton
Bez ’zo eus SKKEAB ur strollad kerent ha kelennerien, a bep seurt dañvezioù gante, lakaet war sav e penn kentañ miz Genver 2004 ha mennet start da enebiñ groñs deus raktresoù Rektorelezh Roazhon evit an distro-skol.
Da lavarout eo :
En Aodoù-an-Arvor ,e vo lamet an opsion eilvet klas :
e lise Pavie e Gwengamp
e lise Kerraoul e Pempoull
e lise Savina e Landreger
e lise Freyssinet e Sant-Brieg
En Il-ha-Gwilen , e vo lamet an opsion eilvet klas :
e lise Beaumont e Redon
e lise Chateaubriand e Roazhon
hag an opsion e skolaj Les Chalais e Roazhon
E Mor-Bihan , e vo lamet an opsion eilvet klas :
e lise V.Hugo e Henbont
e lise Dupuy de Lôme en Oriant.
E Penn-ar-Bed e vo lamet an opsion eilvet klas :
e lise Kerneuzec e Kemperle
hag an opsion er skolaj Collobert e Pont ar Veuzenn ivez.
Buan meump tapet reiñ da c’houzout hom soñj e-barzh ar mediaoù dre ma oa ret hen ober diouzhtu (ha n’eo ket echu!).
Ret e oa dimp kavet skoazell gant ar sindikadoù (Bez ’oamp er vanifestadeg e Roazhon d’an 21 aviz Genver). Ret e oa dimp ivez kavet skoazell gant ar gerent, an aozadurioù sevenadurel, tud a bep seurt.
Kemer a ra perzh an emgann-se, d’hom soñj, er stourm hollekoc'h a-enep dismantr ar Sevenadur, an Enklask hag an Deskadurezh. En tu all da gement-se kouslkoude, meump da saveteiñ ha da wareziñ kelenn ur yezh en arvar.
Se zo kaoz e fell da SKKEAB, strollañ an holl dud war ar gudenn-se, a benn lakaat ar Rektorelezh da gilañ.