Gant CSA o nac'hañ reiñ frekañsoù nevez d'ar radio o vont en dro e brezhoneg evel ARVORIG FM e kav deomp ez eus digarez d'en em soñjal war plas ar brezhoneg er skingomz en hor bro. Ha respont a reer da c'hoantoù ar selaouerien ? Petra kinnig d'ar skolidi, skolajidi, liesidi DIWAN hag ar skolioù divyezhek ? d'ar vrezhonegerien a-gozh ? d'an dud deuet poan ganto deskiñ ar yezh ?
Penaos sevel a-enep diviz CSA ? Ha petra ober a-benn skoazellañ ARVORIG FM ?
Setu aze a bep seurt goulennoù a garfemp lakaat er gaoz asambles ganeoc'h e-barzh un diviz
D'ar Merc'her 31 a viz Genver 2007
Skol Veur Victor-Segalen e Brest - Amphi 3
adalek 8 eur d'abardaez
Gant skoazell SKED ha kevredigezh ar studierien FULENN ha perzh :
Goulc'han KERVELLA (Strollad Ar Vro Bagan), Frédérique AN NEDELEG (dilennadez B.M.O.), Iwan KADORED (kadoriad SKED), Herve AR BEG, Jean-Claude LE GOUAILLE (Arvorig F.M.)
Gant ar spi d'ho kwelet,
Gwellañ soñjoù
Ar c'hadoriad, Jean-Claude LE GOUAILLE