Bloavezh 2006-2007 - Distro skol louarn ar gallaoueg e Gwizien, Roazhon, Redon ha Gwened gant ar gevredigezh A-Demórr. Kinnig a ra ar gevredigezh A-Demórr, asanbles gant ensavadurioù ar vro, kentelioù Gallaoueg evit an dud deuet. Leun a zudi hag a startijenn eo ar c'hentelioù-se. Diazezet int war an darempredoù etre an dud, chenchamantoù lusk a bep seurt hag all. Lakaat an dud da zeskiñ ar yezh dre ar pemp skiant (ar c'hleved, ar c'hwesha, ar sell, ar stok, ar blaz) dre c'hoari, dre zizoleiñ, dre glask ha kement zo eo pal hor c'hentelioù.
Ouzhpenn-se ganeomp e vez kinniget oberiantizoù a bep seurt d'an deskidi dezhe da ober gant ar gallaoueg e-ser ober a bep seurt traoù (keginañ, c'hoari, c'hoari pezh, pourmen, h.a.) Ezel eus l'Andon dou Galo (kevread kevredigezhioù evit luskañ ha difenn ar gallaoueg) eo A-Demórr ha dre-se e kemer perzh evit diorren ar Gallaoueg, evit kas forzh raktressoù a-benn gant kevelerien all evel an UBAPAR hag ar CCB lakomp. Bep bloaz da viz even e vez aozet ur bourmenadenn-barzhoniezh e gallaoueg ganeomp hag a-hend-all e kemeromp perzh e-barzh un toullad degouezhioù, breizhad ha sevenadurel o danvez, aozet amañ-hag-ahont e Breizh a-hed ar bloaz... Ma ho peus c'hoant gouzout hiroc'h a-zivout hon afer kit e darempred ganeomp dichipot. A-demórr La Ville-Allain. 22 230 Tremorae 06 84 64 55 84. ademorr [at] yahoo.fr