Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Pevar levr nevez e brezhoneg evit ar re vihan !
Emañ Bannoù-heol o paouez embann levrioù nevez e brezhoneg evit ar vugale. En un dastumad nevez "Istorioù kaer ar re vihanañ" eo bet embannet ar peder levrenn-mañ.
Par Arno Elegoed pour Bannoù-heol le 18/10/16 0:22

Emañ Bannoù-heol o paouez embann levrioù nevez e brezhoneg evit ar vugale. En un dastumad nevez "Istorioù kaer ar re vihanañ" eo bet embannet ar peder levrenn-mañ.

- Ar balum hag ar pesk bihan

Un deiz en em gav ur balum gant ur pesk bihan.

"Bezomp mignoned ha c'hoariomp asambles 'ta !" emezo.

Met daoust ha ken aes-se eo pa vezer ken disheñvel ?

- Daou vignon da viken

Er savanenn ez eus bec’h etre ur maligorn hag un olifant.

Bing ! Baoñ ! Gloazet int o-daou.

Penaos emaint o vont d’ober evit en em glevet en-dro ?

- Kounnaret eo Neñneñ !

Chomet eo Neñneñ Elouan e-unan, disoñjet e kambr ar paotr bihan.

Kounnaret-bras eo neuze ha lakaat a ra an ti war an tu enep !

Ata Neñneñ, na rez ket biloù :

tuchantik e vo Elouan ganit...

- Un aval etre daou

En ur wezenn-avaloù ez eus kresket un aval bras.

Un deiz ez eus aet ur preñv da chom e-barzh.

Toullañ a ra, toullañ a ra... Ha setu ma kouezh fri-ouzh- fri gant ur preñv all, deuet e-barzh dre an tu all !

Petra a c’hoarvezo ?

Embannet e miz Here 2016

Mentoù : 19,5 x 19,5 cm

Niver a bajennoù : 24

Pouez : 204 g

Priz : 5,20 €

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)

Voir aussi :
logo
Un ti-embann brezhonek a embann bannoù-treset ha levrioù evit ar re yaouank eo Bannoù-heol. Skignañ a ra levrioù, pladennoù-arc'hant, pladennoù-DVD produet gant tiez-embann all ivez.
[ Gwelout pennadoù all Bannoù-heol]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons