Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Sevel a ra klemm Skol-Veur Kreistez Breizh a-enep stourmerien evit ar brezhoneg !
E-kerzh gouel etrekeltiek diwezhañ en Oriant e oa bet kaset un oberenn arouezel dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh evit sevel a-enep politikerezh ar skol-veur war ar brezhoneg. Disammet ʻoa bet
Par Collectif pour Ai'ta ! Bro Gwened le 1/10/15 7:57

E-kerzh gouel etrekeltiek diwezhañ en Oriant e oa bet kaset un oberenn arouezel dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh evit sevel a-enep politikerezh ar skol-veur war ar brezhoneg. Disammet ʻoa bet totemoù panellerezh unyezhek dirak stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek en Oriant. (evit gouiet hirocʼh, sellet ouzh al liamm : http://ai-ta.eu/?p=4719)

Pal e oa goulenn groñs pas hepken ar gwir da vout met ivez aotregezhioù e brezhoneg er skol-veur ar Mor-Bihan hag ur stummadur evit an deskadurezh divyezhek. Hiziv an deiz e vez stummet an danvez gelennerien er skolioù-meur met nʼeus netra evit ar gelennerien divyezhek er Mor-Bihan !

Adgoulennet hon eus dre an oberenn-mañ un emvod get Prezidant Skol-veur Kreistez Breizh, Ao. Jean Peeters, a respont ...en ur sevel klemm a-enep stourmerien evit ar brezhoneg !

Dre mʼemañ o tostaat an dilennadegoù rannvro ha sinadur ar cʼhenemglev war yezhoù Breizh etre ar stad hag ar rannvro, prizet e vo politikerezh Skol-Veur Kreistez Breizh a-enep treuzkas ar yezh gant ar vretoned !

pas de code
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 7) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons