photos/38/38415_1.jpg
gwened politikerezh yezh brezhoneg lise diwan
- Communiqué de presse -
Kemennadenn Maer Gwened diàr an eil lise Diwan : skrivet en deus ar strollad Ai'ta ! d'ar c'huzul ti-kêr Gwened
Kaset en deus ar strollad Ai'ta ! ul lizher da bep kuzulier-kêr araok kuzul ti-kêr dalc'het d'ar 25 a viz gwenholo. (lizher stag). Reit en doa ar maer da c'houiet
Par Tangi Gicquel pour Ai\\'ta ! Bro Dreger le 26/09/15 0:06

Kaset en deus ar strollad Ai'ta ! ul lizher da bep kuzulier-kêr araok kuzul ti-kêr dalc'het d'ar 25 a viz gwenholo. (lizher stag).

Reit en doa ar maer da c'houiet e oa « da vat a du ar Brezhoneg ha sevenadur Breizh » e-kerzh e brezegenn evit lid troioù-goug an erminig e Gwened d'an 19 a viz Gwenholo e Gwened. Kinniget en doa ivez e oa prest da zegemer un eil lise e Diwan 'barzh e gumun.

Met n'eo ket ken sklaer an traoù evit ar brezhoneg e Gwened àr an tachenn èl displeget genomp 'barzh ul lizher kaset d'an holl guzulierion-kêr !

Youlek eo ar prezegennoù da vare ar c'houlzadoù dilennadegoù met ne heul ket atav an oberennoù siwazh ! Kemeret e oa bet an engouestl gant kêr Gwened e 2007 da dizhout live 2 ar garta «Ya d'ar Brezhoneg» edan 3 bloaz. N'eo ket bet tizhet ar pal-se 8 bloaz goude...

Goulenn a reomp neuze get ti-kêr Gwened e vehe lakaet e-pleustr hep gortoz pelloc'h ur gwir politikerezh yezh poellek evit dazont ar Brezhoneg. Donet a ra mallus envel en-dro ur c'hargad e-karg da lakaat ur politikerezh yezh e-pleustr e servijoù kêr Gwened (evel ma 'z eo bet graet gant kêr Kemper hag e-giz ma oa gwezharall e Gwened) evit lakaat e-pleustr ar prezegennoù er vuhez pemdeziek.

Selelt doc'h al lizher divyezhek kaset d'an holl guzulierion-kêr Gwened.

Document PDF lise diwan kemennadenn maer gwened poltikerezh yezh brezhoneg karta ya d'ar brezhoneg. Source :ai'ta !
Voir aussi sur le même sujet : gwened,yezh,politikerezh,karta,maer,brezhoneg