Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Dilennadegoù kanton, miz Meurzh 2004
emglev danvez dilennidi evit Breizh D'ar Sul 26 a viz Here ez eus bet savet e Pondi (Breizh) un emglev danvez dilennidi evit an dilennadegoù kanton a-benn miz Meurzh 2004. Ouzhpenn programm lec'hel pep hini, e embann an
Par Philippe Argouarch pour Breizh Da Zont le 14/11/03 9:07

Dilennadegoù kanton, miz Meurzh 2004

Breizh da zont

emglev danvez dilennidi evit Breizh

D'ar Sul 26 a viz Here ez eus bet savet e Pondi (Breizh) un emglev danvez dilennidi evit an dilennadegoù kanton a-benn miz Meurzh 2004. Ouzhpenn programm lec'hel pep hini, e embann an danvez dilennidi-se e fell dezho lakaat war wel an azgoulennoù da heul :

1 - Lakaat e pleustr ur vodadeg Vreton ganti galloudoù da geñver al lezenn, an armerzh, an aferioù sokial, an endro hag an tailhoù (an tailhoù paeet e Breizh a rank chom e Breizh), o rannañ ar galloudoù-se en Unvaniezh Europa. Ar vodadeg-se a rank bezañ dilennet gant mouezhioù an holl ha war-vent, gant harzoù da geñver an amzer hag an niver a gargoù.

2 - Unvaniezh Breizh

3 - Brezhoneg kenofisiel, hag ur steuñv evit adlañs ar gallaoueg

4 - Un armerzh diazezet war ezhommoù an holl, ha ket evit ar c'hevala nemetken

5 - Ur steuñv evit adlañs ar servijoù publik (deskadurezh, yec'hed, energiezh, transportoù, pellgehenterezh)

6 - Un doare kempouez da verañ an tiriad

7 - Ur politikerezh a zoujfe ouzh an endro hag un diorren padus nann ampletus

Ouzhpenn e fell d'an danvez dilennidi embann diouzhtu ne vo ket galvet ganto da votiñ evit un danvez dileuriad ezel eus ur strollad politikel gall evit an eil tro.

Fellout a ra d'an danvez dilennidi-se diskouez int kengred gant ar brizonidid bolitikel, setu petrak e vo kavet en o zouez ur prizoniad politikel breizhat, Gael Roblin e anv, hag eñ oc'h en em ginnig e kanton Plagad (Bro Dreger, 22).

Setu listenn ar re a'n em ginnigo e anv Breizh da zont :

- Elisabeth KERLOC'H (implijiadez e France Telecom, dilennet e ti kêr Ploeneg), danvez dileuriadez e kanton Pontekroaz (Bro Gerne, 29)

- Morvan COARER (ijinour takad biologiezh), danvez dileuriad en Enorzh (Bro-Mée -44-)

- Eric BAINVEL (skolaer en ur skol divyezhek) danvez dileuriad e Sant-Ervlan reter (Bro Naoned -44-)

- Philippe CADORET (kuzulier labour douar), danvez dileuriad e Boulvriag (Bro Dreger -22-)

- Gael ROBLIN (prizoniad politikel breizhat), danvez dileuriad e Plagad (Bro Dreger -22-)

- Laurent PIROU (teknikour a vicher), danvez dileuriad e Roazhon-reter (Bro Roazhon -35-)

- Christophe HENRY (studier), danvez dileuriad e Neuilly-Nord (Bro-C'hall -92-)

Anvioù an tri danvez dileuriad a'n em ginnigo e Bro Wened (Gwened kornog, Gwened- kreiz kêr, Kiberen-Karnag) a vo embannet diwezhatoc'h.

Banniel Breizh, ar gwenn-ha-du, a vo treset war paperennoù-votiñ an holl danvez dilennidi-se.

BEZ E VO UN EMGAV GANT AR GAZETENNERIEN D'AR SADORN 6 A VIZ KERZU 2003 DA 11 EUR 'BA ROAZHON (ER SAL A ZO SQUARE AR RAÑS E STRAED SANT MALOU). KINNIGET E VO AN DEIZ-SE AN DANVEZ DILENNIDI HAG O RAKTRESOU.

Savet e vo a-benn nebeut ul lec'hienn internet hag a ginnigo tamm ha tamm mont-en-dro ar c'habal.

Darempredoù kazetennoù : Céline Bruneau : 06 86 44 53 17

Postel: breizhdazont [at] aol.com

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1314 lectures.