photos/20/20886_1.jpg
- Agenda -
17vet TAOL KURUN : penaos bout en e vleud ?
Ur festival ganet evit difenn skol vihan bro Kemperle, hag a zo deuet da vezañ, 16 vloaz war lerc'h un emgav reoliek evit 5000 den gant 35 abadenn, 150 arzour, 1500 bugel o kemer perzh, ur bier nevez anvet "Taol Kurun" hag un tem diazezet war ar boued hag ar boeson "Bout en e vleud".
Par Fanny Chauffin pour ABP le 19/12/10 11:36

Skipailh Taol Kurun ha dilennidi ar vro a oa bodet evit displegañ roll  meuzioù Festival Taol Kurun 2011 : 150 arzour, 10 konter, sonerien, ur grouidigezh keginañ ha sonerezh gant Meuriad Brandivi tro-dro da Catherine Pasco, strolladoù rock (Trouz an Noz ha Roc'k'n Diroll), strolladoù festoù-noz (Hiks, Arvest, Turian), ha 35 frapad buheziñ, 12 staj enno, peadra da dañva buhez bev-buhezek bro Kemperle. 

Ganet e 1995

Penaos ober evit saveteiñ skol vihan Kemperle ? "Aozañ ur fest vras" a responte Jean-Yves Cozan. A-drugarez da Ana-Vari Chapalain oa bet aozet ur pezh mell gala gant Denez Prigen, Dan Ar Braz, EV, Yvon Etienne o kanañ war al leurenn ... Ur mor a dud e sal ar C'hoad Kaer, tud ar vro souezhet o welout kement a dud o tifenn ar yezh. Saveteet ar skol, savet savadurioù nevez a-drugarez d'ar maer, tremenet justik dirak an tu kleiz, met a-du krenn evit kavout diskoulmoù padus evit ar c'helenn  brezhoneg er vro. 

16 vloaz fonnus

Un devezh, tri devezh, teir sizhunvezh ... Hiroc'h-hirañ eo ar festival, prientet a-hed ar bloaz gant ur skipailh 60 den a youl-vat ennañ, tud kentelioù noz Kemperle, tud tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg, kerent ar skol. Un tem disheñvel pep bloaz, gant ur bern traoù evit ar vugale (konterien, buhezourien er c'hlasoù, sinema e brezhoneg, kentelioù dañs, keginañ ...). Goude "Sevenadur ha folkloraj" setu tem ar boued hag ar boeson a vo gwelet, labouret, lidet eus an 8 a viz Genver betek ar Merc'her 26 a viz Genver. 

Produioù ar vro, produiñ e voued

Diouzh ar c'hiz eo bremañ prenañ boued bio, pe ober war-dro ul liorzh. Met memestra e chom  kalz labour d'ober ma vefe ret boueta an dud gant ar boued a zo produet er vro. Aet eo skipailh Taol Kurun da welout marc'hadourien foarioù Molan, Kemperle. Diaes eo d'al labourerien-douar produiñ boued, n'int ket sikouret kalz. An AMAP, Liozhoù Kerbelleg a voueta un 150 bennak a dud. .. war 16 000 annezad. Neuze e vo  ur marc'had e sal Koad Kaer Kemperle gant produerien chistr, maligorned, un alambig a vo o labourat dirak ar sal, d'ar Sul 16. 

Filmoù, prezegennoù, lennadennoù a vo diaezezet war ar c'hudennoù-se.

Ur bier anvet "Taol Kurun"

Visant a ra war-dro al label "Pur Malt Prod", e Kerien (29). Krouet ez eus bet ur bier anvet "Taol Kurun" gantañ a zo bet tañvaet digwener e-pad an emvod kelaouiñ. Ha n'eo ket fall ! 

Evit gouzout hiroc'h :

(voir le site)

Cet article a fait l'objet de 1047 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons