Tud mennet, plijet, ne baouezent ket da selaou ton "Redadeg daou vil dek, redomp evit ar brezhoneg".
Kalz plijadur o deus bet ar rederien o kemer hent Toulfoen, a oa brudet evit pardon Sant Moris gwechall. Gant Anne-Mari oa bet kontet istor ar vro, kanet tonioù dastumet ganti ba Kloar, hag ar rederien niverus e Kemperle ha Banaleg (a-drugarez d'ar vugale ha d'o skolaerien).
Krennarded skolaj Diwan Kemper a oa kalzig ivez. Surentez efedus, daoust d'ar chamonioù a oa stank war an hent. Ur c'harr samm hir gant ar blenier o pellgomz en deus lakaet meur a hini da gaout aon !
Mod-all, kouezhet eo Frederique gant he gamera Frans3 deus ar c'hamion, brav vo ar film met marteze e vo diaes dezhi kerzhout war lerc'h.
Gourc'hemmennoù da Erik Oudart hag Yvan Kerever evit tout al labour kaset da benn a-hed ar bloaz hag hiziv. Redek a raent e pep lec'h !