Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Trede Radio e Penn ar Bed
Hervez sifroù diwezhañ « Mediaslocales », ensavadur sontadegoù Mediamétrie, deglev France Bleu Breizh izel a zo bet kadarnaet e Penn ar Bed, gant tost da 75 000 selaouer
Louis Gildas pour ABP le 31/07/09 3:46

Hervez sifroù diwezhañ « Mediaslocales », ensavadur sontadegoù Mediamétrie, deglev France Bleu Breizh izel a zo bet kadarnaet e Penn ar Bed, gant tost da 75 000 selaouer bemdez .

Gant 10, 0 pik, e teu France Bleu Breizh Izel da vezhañ trede radio ar muiañ selaouet en departamant, war-lec’h daou radio broadel hollek.

Dindan ur bloavezh en deus kresket pad-selaouidigez ar radio deus ouzhpenn 30%, o tizhout 120 munutenn, (124 e lec’h 93), ar pezh a lak FRANCE Bleu Breizh Izel da bign da 7,9 evit an deglev.

Radio lec’hel Radio FRANCE, gant e abadennoù fardet ha skignet er vro, e brezhoneg pe e galleg, a chom c’hoazh kentañ radio lec’hel Breizh Izel.

War Breizh a-bezh, an daou radio (Breizh Izel ha Armorique) a zo selaouet gant ouzhpenn 246 000 den bemdez.

Cet article a fait l'objet de 1299 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons