Setu Lou Jakez Suignard o lenn barzhonegoù ar varzhez meur, marvet 40 vloaz 'zo hag enoret ba Karaez e gouel al levrioù
Kaner kan ha diskan, aozer paozioù da zañsal ha da selaou, Louis Jakez a zistag brav paozioù barzhez Traoñ an Dour. Gouest eo ivez da gomz dirak ur sal trouzus ha diseblant. Hag a chom a-sav o selaou gerioù kompozet e 1966 hag e 2020 gant daou varzh disheñvel, o c'hoari gant ar gerioù, gwriziennet mat er vro-mañ.