Krouidigezh nevez : brav-eston !
Piv ne oar ket piv eo Roland Becker ? Soner ampart, eus ar re wellañ e Breizh. Brudet da gentañ gant bagad Lokoal Mendon, aet ar maout gantañ meur a wech. Da c'houde en doa adc'hraet an triad hengounel, treuzwisket evel war skeudennoù Perrin. War-lerc'h e oa liammet e labour ouzh ar c'hoariva war ar straedoù gant ar "gavottophone".
Klask a ra liammañ e sonerezh ouzh ar pezh a zo bet dastumet e bloavezhioù paseet : tonioù Bro Gwened dreist-holl, hag ivez trouzioù ar c'hezeg, an tan, ar vuhez pemdez, ar pardonioù... Gant pemp soner ampart : ur soner rebed, daou dambouliner, ur soner binioù bras (ha bihan, ha veuze ha fleüt ivez) hag un delennourez, eo deuet a-benn da grouiñ un aergelc'h dispar, gant ul liv a zo e hini dezhañ.
Ur gwir benn-soner eo, o kemer ar vombard evel bazh vestr ul laz-seniñ klasel, sirius eo pep arzour o seniñ, o heuliañ bazh-yud ar mestr. Sellout a reont muioc'h ouzh an tamm paper a zo dirazo eget ouzh an arvesterien. Met ne vern, brav-eston eo ar sonerezh, resis ha liesliv. Startijenn divent gantañ. Ur brav a sonerezh, gant ur c'horn boud ha teir pe peder notenn ...
Hag evit echuiñ, just a-walc'h, en doa Roland Becker lakaet pep a arvester da vouskanañ ar c'horn bout, ha Roland Becker, dirak an holl dud, o c'hoari bombard ganto ! Ur binioù kozh ramzel !