Nevez embannet gant ABER : Pirc’hirin ar menez, romant gant Gunnar Gunnarsson (Brezhoneg gant Pierrette Kermoal)
“Ar gerzhadenn-mañ a oa evel ur varzhoneg hollgaer, desket dindan eñvor, hag a vane en ho kwad.”
Sed a soñje ar mesaer Benedikt, ar benndudenn, en ur vont etrezek ar menezioù goloet a erc’h, e skleur al loar hag ar stered. Skoazellet gant e gi Leó hag e dour Roc’h, ez a bep bloaz, da vare an azvent, da glask an deñved chomet war-lerc’h er menezioù, p’eo bet dastumet an tropelloù, en diskar-amzer. Ar romant a zo danevell ar c’hlask-se.
Evel ur varzhoneg hollgaer eo an oberenn a-bezh, a lak levenez da ziwanañ e kalon al lenner.
Gunnar Gunnarsson (1889-1975 e Reykjavik) zo e-touez skrivagnerion veur Island en XXvet kantved.
Priz : 11€ - 90p . - 20x14 –
ISBN : 978-2-926845- 60-9
0 | 0 | Tweet |
|