C'hoarzhadegoù zo bet disul e sal vihan Pondi : met pelec'h emañ ar gonterien ?
Poent eo aozañ ur gwir bolitikerezh evit kalonekaat an dud a ra war dro konchennoù Breizh er vro.
Evit ar c'hallaoueg, kudenn ebet ; dek konter, ur yezh yac'h gante, ar c'hoant da c'hoarzhin, hag an arz dre gomz-mañ kalonekaet abaoe bloavezhioù e Redon gant "la bogue d'or", gant konterien brudet evel Albert Poulain, Doue d'e bardono, pe P'tit Louis, pe ur bern tud all c'hoazh.
Evit ar brezhoneg avat, eo a-bouez e vefe e pep skol bugale konterien, konterien o tremen (tud yaouank evel Awen Plougoulm, pe Erwan Hemeury, pe ...), met n'eus ket a-walc'h. Aze n'eo ket desket ar yezh, met adimplijet, en un doare disheñvel bewech, o tennañ gounit eus al lec'h hag eus an dud.
Ar re gozh o deus da zreuskas ur yezh vev ha pinvidik, d'ar re yaouank d'ober gant ar yezh o deus, gant ar c'hoant da strobinellañ daoulagad ha spered an arvesterien. "Ar pobloù hep istorioù a zo kondaonet d'ar marv" a lâre unan bennak...
Trugarez eta d'an eizh bugel eus skol Diwan Kemperle ha d'an daou gonter eus bro Melrand hag eus bro Leon o doa lakaet ar sal da c'hoarzhin, ha da lakaat bugale ha tud kozh da vevañ ur pennadig prizius asambles.
Konterien ha kontadennoù (e urzh ar video)
- Lila, Soig, Nina hag Eloise : ar sorserez vor (bro Skos)
- Youenn ha Tristan : forest an Heddad (Norvejia)
- Gurvan : ar graonenn galvez (Norvejia)
- Ulrik : galetezenn ar Roue (Ijinet gantañ)
- Marc Paugam : ar c'harr nij low cost
- Raymond Le Ruyet : Marijejeb hag an eskob